Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Krouiñ liammoù

Pemp mignon – Sandrine Colin, Thierry Le Tellier, Céline Philippe, Julie Le Fur ha Myriam Le Garignon – o deus krouet ar gevredigezh La Soupape war gourenez Kraozon. Ur raktres ganet ur bloaz a-raok, e 2018, evit krouiñ ul lec’h hag a c’hellfe degemer an holl, tud kozh ha tud yaouank, tud gant diaesterioù ha tud evit skoazellañ.

Desaverez arbennikaet eo Sandrine Colin, a orin hag o chom e Kraozon met o labourat e bro Brest hag e bro Kemper, gant ar grennarded. « Anavezout a ran mat ar re all peogwir omp holl a-youl vat e kevredigezhioù zo, dija. Ur vro digenvez war ar maez eo ar gourenez hag ur c’hoant bras am boa – un ezhomm – ha zo setu perak eo deuet deomp ar mennozh krouiñ ha kinnig un dra nevez. »

Ul lec’h dispar ha nevezus

Da gentañ zo bet pledet gant krouiñ ul lec’h sioul e-lec’h ma c’hellfe an holl en em gavout. Da eil, kinnig obererezhioù. Seblantout a ra simpl met ur sapre raktres eo ha kemer a raio 5 bloaz evit mont a-benn. Evit poent emañ ar skipailh o klask ur savadur. Digoret e vefe e 2022 evel lec’h-degemer war an deiz hag e 2023 evel al lodenn bod-herberc’hiañ. Met n’o deus ket gortozet o defe ul lec’h evit kregiñ e-barzh. Buan-tre o deus merzet en em sante kalz a dud o-unan e-kerzh an enkadenn gentañ e 2020. Lakaet o deus da dalvezout un niverenn bellgomz evit selaou ar re o deus ezhomm ha mont a ra mat en-dro er mare a vever c’hoazh hiziv. « Selaouet e vez tud gant diaesterioù – tud oadet, kerent, krennarded – pe sikouret e vezont zoken, pe roet dezho alioù evit bezañ heñchet war-zu kevredigezhioù pe frammoù all » eme Sandrine Colin.

Kemmesk sokial

« Atav e vez ambrouget an dud o deus ezhomm a frammoù disheñvel hervez an oad pe hervez ar c’hleñved da skouer. Ral a wech int mesket ha setu ar pezh hon eus c’hoant kinnig amañ » eme Sandrine Colin. « Krennarded o kejañ gant tud kozh a vefe dispar, da skouer. » C’hoant o deus ivez kaout yourtoù, teltennoù, evit gellout aozañ chanterioù-perzhiañ. « Touristerezh kengret » e vez anvet.

Startijenn e-leizh o deus daoust ma « n’eo ket aes labourat ha gellout en em welet a-dost evit krouiñ ar raktres. » Ha raktresoù o deus. Evit « sizhun ar gerentelezh », da skouer, e aozo « La Soupape » atalieroù e Pont-ar-Veuzenn d’an 20 a viz C’hwevrer hag e Kraozon d’ar 27 a viz C’hwevrer.

NG

06 47 66 30 97 – association.lasoupape@lilo.org

War Kengo : amañ


Ur pennad embannet en niverenn 819, d’an 19 a viz C’hwevrer 2021.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez