E Pont-Aven hag e Kemper e vez dalc’het diskouezadegoù dedennus-meurbet diwar-benn ul luc’hskeudennerez amerikan anvet Vivian Maier. E 1926 e oa ganet ha mervel a reas e 2009. Ne voe ket evurus he bugaleaj hervez. Dispartiet e voe he c’herent buan a-walc’h (Hungariat e oa he zad ha Gallez he mamm) ha moanet e oa spered he breur. Tremen a reas hennezh ar pep brasañ eus e vuhez e ti ar re sot.
Magerez e voe e New York hag e Chicago. Goude, hag e-pad he holl vuhez, e tennas poltriji ; 120.000 ginenn en holl. Dre zarvoud e voe adkavet ar ginennoù-se rak n’he doa diskuliet he fotoioù. Treiñ a reas filmoù berr ivez, un tammig dizampart anezho.
Sellet e vez outi bremañ evel unan eus al luc’hskeudennerien/ezed wellañ evel Diane Arbus, Robert Franck pe Robert Doisneau.
Levezonet e oa bet gant « al luc’hskeudennerezh denel gall » hag ar « Street photography » amerikan.
E Pont-Aven e vez gwelet emboltredoù dindan skeud. Gwelet e vez anezhi e-barzh melezourioù, logelloù pellgomz, E Kemper e vez diskouezet arvestoù straed, tud o vale, bugale o c’hoari gant an dour e-kreiz ur vali… Un testeni dibar eus buhez tud amerikan ordin.
Kit da welet an diskouezadegoù-mañ ha ne vioc’h ket dipitet. Betek an 29 a viz Mae e vint dalc’het.
J-EM
Muioc’h a ditouroù : amañ