Pep stourm en deus e zoare da gomz, e c’herioù ispisial ha n’int ket aes da gompren evit an dud n’int ket stourmerien. Met a-dreñv ar gerioù-se zo kudennoù gwir, kudennoù hag a c’hell bezañ merzhet gant an holl dud, ma ‘z int displeget.
N’eo ket an emgann benelour un emgann renet gant ar merc’hed a-enep ar baotred. Setu un dra sklaer abaoe poent kentañ ar stourm-se : c’hoant o deus da gaout an ingalder, da c’hallout ober ar memes traoù, da vezañ paeet kement hag ar baotred, da gaout ar memes surentez er straedoù. Pas muioc’h eget ar baotred : ar memes tra. N’eo ket un emgann a-enep ar baotred, met ur cheñchamant bras-tre er bed eo ha n’eus ket moaien d’ober hep kemmañ buhez ar baotred. Dreist-holl pa vez ret, a-wechoù, cheñch mod da vezañ ar baotred evit reiñ d’ar merc’hed o flas er bed.
Ur skouer : hiziv an deiz, ma zo merc’hed ha paotred o komz asambles, e troc’h ar baotred kaoz ar merc’hed div wech muioc’h eget ar c’hontrol. Aze ivez zo da stourm evit an ingalder : lakaat ar baotred da gompren eo ret lezel ar merc’hed da gomz. Ma vez lâret seurt traoù, evel « ret eo d’ar baotred lezel ar merc’hed da gomz », e vez respontet alies gant ar baotred : #NeoKetAnHollBaotred. Setu ur respont a hegas kalz ar feministed, met perak ?
Da gentañ tout eo ret lârout : « Gwir eo. N’eo ket an holl baotred. Gouzout a reomp an dra-se. » Ma gomzer eus gwalloù ha ma lârer « Paotred a wall merc’hed », e ouzer ne vez ket an holl baotred o wallañ. Dre chañs ! Met 98 % deus an dud tamallet e aferioù gwallañ a zo paotred, ha 82 % ar reuzidi a zo merc’hed. Setu perak eo gwir ivez da lârout « Paotred a wall merc’hed ».
Gallout a reer kompren ne blij ket d’ar baotred klevout seurt traoù. Ar gudenn vrasañ eo da betra servij lârout #NeoKetAnHollBaotred ? Ma gomzomp eus kudennoù ingalder, ne servij da netra. « Mat eo ma ne wallez ket ar merc’hed, un den jentil out. Setu ur cookie evidout. Ne cheñchez netra evit ar reuzidi o lavarout seurt traoù. »
Er c’hontrol, lavarout #NeoKetAnHollBaotred a vir ouzh an dud a welout ar gudenn. Bewech ma vez komzet ouzh kudenn plas ar merc’hed er gevredigezh, e tro ar gaoz d’ur breud diwar-benn penaos lavarout seurt traoù hep feukañ ar baotred. Setu penaos e vez troet ur gaoz diwar-benn kudennoù ar merc’hed… En ur gomz diwar-benn kudennoù ar baotred.
N’eo ket feuls an holl baotred. Met en ur gevredigzeh a gav eo reizh e vefe troc’het kaoz ar merc’hed div wech muioc’h eget hini ar baotred eo mat soñjal. « Ha sur eo ne gendalc’ho james an dizingalderioù etre an dud ? Marteze ne’m eus ket c’hoant ober seurt traoù. Gallout a ran bevañ hep sellout ouzh ar gudenn ? »
Evit echuiñ, ur goulenn : Petra zo breskoc’h eget ar breskañ gwer ? Ego ur paotr !
Evit mont pelloc’h : https://www.revue-ballast.fr/not-all-men-vraiment-par-valerie-rey-robert/
Ur pennad gant Anna Cotty embannet en niverenn 884, d’an 20 viz Mae 2022.