E-pad pell amzer en deus sonet Tangi Le Gall-Carré gant ar strollad Startijenn ha graet div bladenn gant ar gitarour Erwan Moal. Sonaozer ha kempenner eo ivez dibaoe 30 vloaz. War ar bladenn « NEUS », graet gantañ penn-da-benn, e kaver mesk-ha-mesk mailhoni, melkoni ha spi eztaolet gant an akordeoñs diatonek. Pep ton a lak war wel santadurioù ar soner dre an doare dezhañ da seniñ, frouezh kejadennoù ha beajoù liesseurt.
Tangi Le Gall-Carré en deus labouret evit tonioù zo, gant kamaraded a-viskoazh evel Sylvain Barou (fleüt a-dreuz) Ronan Le Bars (uilleann pipes) Ronan Pellen (sistrenn) Julien Stévenin (gitar-boud) hag ivez gant sonerien ampart-kenañ eus Iwerzhon evel John Joe Kelly (bodhran) ha Donal O’Connor (fiddle). An arzourien-se a zegas livioù ha levezonioù disheñvel. Pladenn gentañ dindan anv unan eus an akordeoñsourien vrudetañ e Breizh eo ar bladenn-mañ.
Marsel Modir
Da brenañ amañ.