War ar maez, e Kerien, e oa dalc’het ur c’hollok gant « Un ti da bep hini », war ur sujed kizidik-tre. Bodet e oa un hanterkant a dud e-pad daou zevezh, gant kalzik a vrezhonegerien en o zouez.
Penaos dont a-benn da gaout ul lojeiz pa n’eus arc’hant ebet, pe nebeut a arc’hant ? Gant Nil Caouissin (UDB) e oa bet displeget penaos eo an tiez-annez a zo war bord ar mor o vreinañ marc’had al lojeiz abaoe pell. Ha ma vefe rediet ar berc’henned d’ober mod all ? Kudennoù sokial, ekologel, ekonomikel a sav abalamour d’an tiez na vezont ket implijet, evit lod anezho, nemet ur mizvezh (ha c’hoazh !) bep bloaz. Penaos naetaat dour ur gumun pa vez 1000 den ‘pad ar goañv, ha 5000 ‘pad an hañv, da skouer ? Neuze, lakaat e plas ur statud « annezad padus » a c’hellfe sioulaat ar marc’had gwerzhañ tiez ha laoskel douaroù evit al labourerien-douar.
Skouerioù
Labouret e vez gant Alda, strollad stourmerien Bro-Euskadi evit annezidi karterioù poblek ha gant ur strollad lec’hel « Saint Malo, j’y vis, j’y reste », krouet e 2019 evit chom a-sav gant tiez feurmet evit nebeut a amzer. Kregiñ a reont da gaout disoc’hoù dreist-holl evit feurmadegoù berr evel reoù Airbnb. Gant « Droit à la ville Douarnenez », d’ar sul vintin, e oa teir eurvezh stummadur diwar ar feurmoù bresk*.
Un doare nevez eo da genlabourat, hag un doare da c’houzout hiroc’h warnañ ha, dreist-holl, da chom hep bout touellet gant tud a ra forzh petra evit feurmiñ ranndioù ha tiez.
Testenioù
Hag evit echuiñ an eilvet devezh, e oa ar gaoz gant ar gevredigezh « Cent pour un toit bro Kemperle » he doa displeget, penaos e oa ganet ar gevredigezh, ha pegen bresk e oa lojeiz ar repuidi : 14 lojeiz, 8 d’an tiez-kêr (4 e Kemperle, 1 e Molan, 1 en Arzhanaou, 1 e Rieg, 1 e Kloar) ha 6 prestet gant tud, digoust pe dost. Paeet e vez ganti 35000€ a gargoù ar bloaz evit an tredan, an dour, ar fioul… Penaos ober pa vez roet d’ar gevredigezh ranndioù ha tiez a zo gwir « passoires thermiques », gant un dommerez torret, gant kudennoù stag ouzh tiez kozh hag a vo distrujet a-benn nebeut ? Ur stourm pemdeziek, met deuet eo a-benn ar gevredigezh da sikour 25 familh ‘mod-se, hag ivez un dek bennak all a zo emren, gant paperoù ha labour hiziv an deiz, hag int lojet e lec’h all.
Setu neuze un dibenn-sizhun eus ar re bouezusañ evit dazont ar re yaouank (hag ar re all) e Breizh, enni kement a diez goullo, dizingalded etre Breizh bord ar mor ha Breizh diabarzh.
FC
*feurm bresk : bail précaire
Muioc’h a ditouroù : toutesuntoit-lorient@protonmail.com
Ur pennad embannet en niverenn 887, d’an 10 a viz Even 2022.