A-benn miz Kerzu 2022 e vo tu gwelet Clotilde Burté, deus An Uhelgoad, o kantreal dre hentoù Menez Are en he c’hamion. Unan un tamm ispisial e vo : ur stal-levrioù benelour ha LGDTQEA+1 arbennikaet war al lennegezh evit ar re yaouank eo, a yay a varc’had da varc’had evit kejañ ouzh an dud.
Meur a vicher a zo bet gant Clotilde Burté a-raok dont da vezañ levrdiourez, evel labourerez sokial pe evit kevredigezhioù benelour. « Labouret em eus evit ar gevredigezh Difenn, kinnig a raen atalieroù kizidikaat d’ar re yaouank [war ar stereotipoù jener, ar c’henasantiñ pe c’hoazh ar feulsterioù seksist ha seksel ; ngas.] », emezi. E keit-se e oa ivez a-youl-vat e karavanenn-levraoueg feminist Menez Are, ul levraoueg red. « Merzhet em eus e oan sot gant al lec’h-se ha gant ar fed da zeskiñ a-drugarez d’al lennegezh. Pa oan dilabour on kroget d’en em soñjal war ar pezh ar c’hallfen ober, betek ma tiwanfe raktres stal-levrioù red Les Guérillères ». Un anv dibabet diwar romant ar skrivagnerez lesbianez Monique Wittig, Les Guérillères.
Levrioù aes da gompren
Adalek miz Kerzu e vo kavet ar stal-levrioù red war marc’hadoù Menez Are. « Un diskoulm mat eo ar c’hantreal evit digeriñ ur stal-levrioù e Menez Are rak pellik emañ ar bourc’hioù an eil re deus ar re all. N’eus stal-levr ebet en takad am eus dibabet, estreget en Uhelgoad, met kinnig a reont levrioù disheñvel-mat ».
N’eus stal ebet gouestlet d’al levrioù skrivet dreist-holl gant plac’hed pe tud LGDTQEA+ e Breizh c’hoazh. « Dibabet em eus reiñ ur plas bras d’al levrioù faltazi – ar romantoù, ar romantoù grafek pe ar bannoù-treset – kentoc’h eget d’ar skridoù-arnod teorikel. Met bez’ e vo dioute ivez » a zispleg Clotilde. Ouzhpenn da-se e vo gouestlet tost an hanter deus he dastumad 1000 levr d’al lennegezh evit ar re yaouank. « C’hoant am eus da lakaat war wel reprezantadurioù, bedoù ha na gaver ket e lec’h all. Pa oan krennardez ne oa tudenn ebet el lennegezh ha ne vefe ket gwenn, sisjener, arallreviad2 ha deus ar C’hornôg. Arallreviat-tre eo al lennegezh hiziv-an-deiz c’hoazh, met aesoc’h eo kavout romantoù LGDT+ pe gant tudennoù disheñvel. Fellout a ra din reiñ da anavezout skouerioù pozitivel a awenfe an dud ».
Ouzhpenn ur stal-levrioù
Leun a entan eo Clotilde, ha ledanoc’h eo raktres Les Guérillères. Ouzhpenn d’ar stal-levrioù e kendalc’ho hi da ginnig atalieroù deus ar skol-vamm betek ar skolioù micherel. « Implijout a rin al levrioù. Kinnig a rin testennoù, un digarez e vo evit skolidi dre lakaat ar gaoz an tem dibabet. Atalieroù hiroc’h, war meur a brantad a ginnigin ivez, gant ar pal krouiñ (un danevell, pe ur garta evit ar skol da skouer) ». Atalieroù evit an dud deuet tro-dro d’an dañs ha d’ar skritur a ginnigo ivez gwech ha gwech all, pe baleadennoù lennet e koad an Uhelgoad e-pad hañv.
Gallout a reer harpañ ar stal-levrioù Les Guérillères war al lec’hienn Kengo betek an 10 a viz Du 2022. Adalek ar 1añ a viz Kerzu e vo gwelet ar stal-levrioù bep Meurzh da noz e Pleiber-Krist war ar marc’had, bep Merc’her vintin war marc’had Sizun hag war hini Run ar Puñs e Kastellin diouzh noz, bep Yaou vintin war marc’had An Uhelgoad hag war hini Boneur diouzh noz, bep eil Gwener war marc’had Ty Grean e Plouneour-Menez ha d’ar Sadorn vintin war marc’had Karaez. A-benn nebeut e vo digor lec’hienn internet Les Guérillères. Pep hini a c’hello prenañ levrioù enlinenn, ouzhpenn d’ar re a vo kinniget gant Clotilde er stal dija, ha mont da gerc’hat anezho war ar marc’had pe resevout anezho er ger.
Metig Jakez-Vargas
Geriaoueg :
1LGDTQEA+ (Lesbian, Gae, Divreviad.ez, Treuzjener, Queer, Etrereviad.ez, Anreviad.ez) : LGBTQIA+ (Lesbienne, Gay, Bisexuel.le, Transgenre, Queer, Intersexe, Asexuel.le). Ar sin « + » a vez implijet evit diskouez e vez dalc’het e kont gant an akronim an holl dud a vefe disoñjet gant al lizherennoù kent hag o defe ur jener, un tuadur santimantel pe un identelezh disheñvel
2Arallreviad·ez : hétérosexuel·le
Ur pennad embannet en niverenn 906, d’ar 21 a viz Here 2022.