Ret eo da Amalia hag Harald disevel a-raok kreiz miz Ebrel 2023 al lochenn ekologel ha reziliant o doa savet e 2020 war ar maez e Landelo (Penn-ar-Bed). Ur sinadeg zo enlinenn evit souten anezho, sinet gant ouzhpenn 30 000 den.
E stumm daou dog-touseg eo toenn lochenn Amalia hag Harald e mengleuz mein-glas kozh Landelo, ur barrez vihan e Kreiz-Breizh. War 5 devez-harat ez eus ur stêr, ur run, ur c’hoad, yer, deñved ha tri c’hi. Gant plouz ha douar o doa savet o lochenn ganto o-unan e 2020.
E 2019 e oant erruet hag abaoe ar penn-kentañ e fell dezho bezañ reziliant en o mod bevañ evit chom hep ober efedoù war an natur. Ul lec’h Natura 2000 an hini eo e-lec’h m’eo gwarezet al loened hag an amprevaned. Met ret eo dezho disevel o lochenn a-raok ar 15 a viz Ebrel 2023 peotramant paeañ 200 € bemdez abalamour d’un divizad justis.
Sikour an dud o annezioù skañv
Ezhomm zo eus un aotre sinet gant kuzul-kêr Landelo evit diskoulmañ an afer hervez dileuriad ar prokulor. « Ne felle ket da vaer bet Landelo [Michel Salaün, maer etre 2008 ha 2020] kompren ar raktres, a zispleg Paul Lacoste. Ha lavaret e vez gant ar maer a-vremañ [Yvon Coquil] emañ a-du met n’en deus ket respontet da zileuriad ar prokulor. »
E-karg eus ar gwir er gevredigezh Halem emañ Paul Lacoste. Sikour a ra an dud a vev e annezioù skañv pe biodic’hradus evel Amalia hag Harald.
Cheñch al lezenn
Lavarout a ra maer Landelo eo Renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor an hini nemetañ a c’hell reiñ an aotre. Koulskoude e vez lavaret ar c’hontrol ganto. N’eo ket souezhet Paul Lacoste : « Er mod-se e vez graet an traoù gant ar velestradurezh. » Bep bloaz e vez 100 den o pellgomz d’ar gevredigezh Halem e Frañs evit bezañ sikouret ha « dre vras ez a 30 dirak ar justis. Met lakaet e vez gwask war kalz muioc’h a dud », emezañ.
Ur sinadeg zo bet lakaet enlinenn evit souten Amalia hag Harald. D’ar 17 a viz Meurzh e oa bet sinet gant ouzhpenn 30 000 den ha kreskiñ a ra bemdez. Poent eo cheñch al lezenn hervezo : « Graet e vez torfedourien ac’hanomp. »
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 927, d’ar 14 viz Meurzh 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg