Ur saona war an aod

Ur saona e-barzh ur varrikenn ? Hag e-tal ar mor ? Na petra ‘ta ! Setu ar pezh a ginnig ar Brestad Jean Guiavarc’h bep Sul war parklec’h traezhenn Penc’horz, e Pouldreuzig.

Ar varrikenn-saona. © Jean Guiavarc’h

« Barikenn Saona » eo anv ar servij a ginnig ar brezhoneger Jean Guiavarc’h e Pouldreuzig. Kalvez eo ar paotr 27 vloaz ha savet en deus ur saona-red en ur varrikenn vras staliet war ur c’harr-stlej. Gant ur fornigell dre geuneud e vez tommet hag ur prenestr zo evit gellout bamañ dirak ar mor. Parkañ a ra anezhi da Benc’horz bep Sul. Evit mirout ur prantad enni e rank an dud lakaat o anv en a-raok.
Pa oa bet o labourat en Iwerzhon en doa dizoloet an ostilh-se. Beajet en deus en Estonia ivez, ur vro lec’h ma kustum an dud mont d’ar saona, ha m’en deus gwelet ar memes patromoù hag en Iwerzhon. Ur wech distro da Vreizh en deus bet c’hoant da ginnig ar memes tra.


E Penmarc’h da gentañ
E 2024 en doa savet e saona-red hag en hañv tremenet en doa staliet anezhañ war porzh Keriti e Penmarc’h. E Pouldreuzig eo en em gavet bremañ, evit brasañ plijadur ar maer Philippe Ronarc’h. Un eil barrikenn emañ Jean Guiavarc’h o sevel evit gellout kinnig muioc’h a brantadoù. A-hed ar bloaz e vo digor.

N. Gourvenneg

📲 Lakaat e anv dre Instagram : @barikenn.saona

📞 Pe dre bellgomz war-eeun : 07 44 43 50 50


Ur pennad embannet en niverenn 1079, d’an 3 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez