Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar marc’h dall

40 vloaz zo e skrive Job an Irien ur skrid hir war tonkad ar yezh. René Abjean a lakaas sonerezh warnañ. Ganet e oa “Ar marc’h dall”, ur pezh-mell oberenn a zo bet brudet-kenañ, poent zo bet, kanet ma oa gant Laz-kanañ Penn-ar Bed, kanerien evel Charlez an Dreo ha Veronique Auttret. Adembannet e vo gant Bannoù-Heol, gant skoazell ar Redadeg.

“Ar memes kudennoù a zo hiziv an deiz. Pouezus eo lakaat ar c’homzoù etre daouarn ar muiañ a dud.” eme Arno Elegoed, diazezer Bannoù-Heol, bet embannet ganto un oberenn-veur all, Kan ar Bed. Goulennet en deus digant Véronique Auttret kanañ. Deuet eo a-benn da lakaat ar strollad tud yaouank “Allah’s kanañ” d’en em gavout en-dro evit kemer perzh ivez. “Plijet e oant bet holl, pa oant bihan, gant talvoudegezh ha braventez an oberenn.” a ziskleir an embanner.

Skiant-prenet Kan ar Bed

Evit an oberenn gent en doa skoulmet darempredoù gant Korsiz. Ar re-mañ eo, 5-6 anezho, a vo klevet en-dro, o kanañ e brezhoneg en taol-mañ. “Ar memes kudennoù a vever eno, tapet ma vez ar yezhoù gant ar memes diaesterioù.” a zispleg-eñ. Evit ar memes abeg int aet betek Sofia evit enrollañ an 50 muzisian a zo el laz-seniñ bulgarian. “Marc’hadmatoc’h e oa deomp eget paeañ frejoù mont-dont evit 100 den. A-raok em boa goulennet digant laz-seniñ Breizh ha dedennet e oant. Respont ebet eus o ferzh, abaoe 2018. Padal gant ar Vulgared e oa ur respont dindan 2 zevezh. Ha tud sirius int, boazet da labourat gant a bep seurt aozadurioù, Netflix hag all.” emezañ.

Skoazell ar Redadeg
E 2020 e oa bet kaoz hag ar bladenn-levr gant ar pal embann anezhañ e 2021. Met dale spontus zo bet tapet abalamour d’ar c’hleñved-red. Dav eo bet gortoz miz Ebrel 2022 evit echuiñ gant an enrolladennoù. E Miz Mae e vo mesket ar son, labouret war an aozañ ha peurechuet al labour e-pad an hañv. Embannet e vo 3000 skouerenn anezhi, a vo skignet gant Coop Breizh ha kinniget e saloñs Karaez. “Ur sapre afer eo bet, he deus padet pell. Met hep sikour Ar Redadeg he deus skoazellet ac’hanomp gant 10 000€ – trawalc’h evit paeañ ar frejoù bet gant enrolladenn Sofia – ne vefemp ket deuet a-benn.” a anzav rener an ti-embann o tiskouez evel-se pegen pouezus eo roll Ar Redadeg evit kas da benn raktresoù zo.

Yann-Fañch Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 878, d’an 8 a viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez