Avel, goude ho skoliata e Brest oc’h bet oc’h heuliañ studioù e Pariz. N’ho poa ket kavet ar pezh ho poa c’hoant er vro ?
D’ar mare-se (1995) ne oa ket kement-se a vBTS kleweled e Frañs ha ne oa ket, kennebeut, d’am soñj, e Breizh. 19 vloaz e oan ha c’hoant ‘moa da fiñval. Kemeret on bet en ur BTS kleweled e Boulogne-Billancourt, ar pezh na oa ket anat kennebeut. Ne oa ket kalz plasoù. Mat e oa evidon.
Da c’houde ho peus labouret war treiñ filmoù berr ha diwezhatoc’h filmoù hir. « Assistant opérateur » e oac’h. E-giz-se ho peus dizoloet bed an treiñ, da vat ?
Pa ‘m eus echuet va studioù, e 1997, em eus kroget da labourat war filmoù berr e-giz « electro » ha skoazeller ar c’hamera. E-giz-se eo, dreist-holl, em eus desket tamm-ha-tamm ar vicher e bed ar skeudenn er sinema. War an daou vloaz kentañ em eus labouret war ur 80 film bennak (a-wechoù un dervezh, a-wechoù ur sizhunvezh) hag e 1999 em eus graet, evit ar wech kentañ, ur gwir film hir ‘giz « electro » e-pad 11 sizhunvezh. Hag adalek ar mare-se on deuet-tre e-barzh skipailhoù skeudenn filmoù hir. Tremenet on buan a-walc’h er skipailhoù kamera kentoc’h eget er skipailhoù goulou. Tamm-ha-tamm em eus graet va hent ‘giz trede, eil hag, a-benn ar fin, kentañ skoazeller kamera (an hini a zo karget deus ar spisder war ur film).
Peseurt cheñchamant zo bet en ho puhez pa ‘z oc’h distroet e Breizh e 2005 ?
Divizet hon eus, gant va mignonez, kuitaat Pariz e 2005. 10 vloaz dija e oan eno ha poent e oa mont kuit. Plijet-kenañ on bet gant va buhez, o chom e Pariz, met c’hoant hor boa da fiñval. Prenet hon eus un ti e Douarnenez e-lec’h m’he doa bevet va mignonez e-pad he yaouankiz. Er penn kentañ e raen kalz a veajoù war-zu Pariz evit labourat met tamm-ha-tamm, nebeutoc’h-nebeutañ. Kemeret em eus un ehan-labour pa ‘z eo ganet va merc’h e 2007 hag un neubeud mizioù ouzhpen evit kemer amzer da adsevel an ti. Pa ‘m eus adkroget da adlabourat, e 2009, eo e Breizh em eus kavet muioc’h-mui a labour.
5 bloaz zo ho peus desket implij ar meziant « Da Vinci Resolve ». Petra eo ?
Da Vinci Resolve a zo ur meziant a servij da geitañ filmoù. Al lodenn diwezhañ eo ar c’heitañ, gant ar songemmeskañ, deus ar post-produiñ war ur film. Servij a ra da labourat war livioù ar film, da gempouezañ gouleier ur plan gant an hini zo da heul er frammañ. Lodenn diwezañ labour ar skeudenn war ur film eo, ‘benn ar fin.
Hoc’h eil film berr ho peus sevenet e 2021, Termaji – produet gant Tita Productions -, e kreiz-Breizh gant tud ar vro. Pegen brav eo an disoc’h. Penaos e oa an treiñ ?
Filmet hon eus e miz C’hwevrer 2021 e-pad ar prantad erc’h a oa bet er mare-se e Penn-ar-Bed. Chañs hon eus bet rak n’eo ket bep bloaz ez eus kement a erc’h hag a skorn. Met o choaz penn-kentañ miz C’hwevrer hor boa lakaet hor chañs war hon tu.
Abaoe penn-kentañ ar raktres e ouien e tremene an istor e-pad ar goañv rak c’hoant em ‘oa e vefe santet ar yenijenn hag ar glebor war ar skeudenn ha war c’hoari an aktourien.
Setu servijet omp bet met kudennoù hon eus bet, memestra. Un dervezh zo bet n’hon eus ket gellet filmañ rak tout an dud a oa stanket gant ar skorn er Menez Are. Ret eo bet cheñch programm ar filmañ.
Petra eo ho raktresoù da zont ? Un trede film berr ? Pe marteze unan hir ar wech-mañ ?
Raktesoù all am eus, filmoù berr pe hir met evit ar mare n’ouzon ket evit peur e vo. Lakaet em eus 6 vloaz etre An dianav a rog ac’hanon ha Termaji.
E-kichen va raktesoù personel e labouran evit filmoù ‘giz rener ar skeudenn (chef op) pe ‘giz sevener evit ar skinwel.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Marv va zad ha ganedigezh va bugale.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
Ar Menez Are. Pell zo ez an da bourmen alies eno. Gant va zud pa oan yaouank ha bremañ gant va familh.
Ha peseurt arzour·ez ?
Daou sevener filmoù : Andrei Tarkovski ha Wong Kar Wai.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Thom York, Dominique A pe Christoph Miossec
Peseurt bro ho pije c’hoant da weladenniñ ?
C’hoant em ‘ije da dremen amzer e Japan.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
An eeunder hag ar barzhoniezh. Un tamm ar pezh ‘vez kavet e filosofiezh Bro-Japan pe e broioù Azia ar gevred. E-barzh filmoù Naomi Kawase e vez kavet se.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Beajiñ.
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
« Mon nom est Rouge » gant Orhan Pamuk.
Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant Mark Lee Ping Bing (rener ar skeudenn Hou Hsiao Hsien) evit eskemm gantañ.
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?
Ar yec’hed betek fin ar vuhez.
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Plijout a ra din kalz istor Gengis Khan. Ur mare kriz eo bet met kaset en ‘eus un digoradur-spered ivez evit an europeaned. Digoret eo bet an hentoù etre Europa hag Azia e-pad kant vloaz d’an neubeutañ, evit Marco Polo da skouer.
Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?
Mont el liorzh e-pad an nevez-amzer hag an hañv pe mont da vale war bord an dour.
Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
Gant ur martolod o vageal war ar Vendée-Globe.
Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Keginer, marteze
Dirak petra e vezit bamet ?
Bamet da vat on bet div wech : e mirdi An Hermitage e Sant Petersbourg hag en Alambra e Granada e Spagn.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?
C’hoant ‘m ije bet da vezañ barrek war an tresañ hag al livañ.
C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?
D’ar bolitikerien, dre vras. Goulenn a rafen diganto perak n’eo ket bet posupl ober ur rannvro « Breizh administativel » a glotfe gant « Breizh istorel » ‘giz zo bet graet evit rannvro Normandie. Goulenn a rafen perak n’eo ket posupl kaout ar memes gwirioù evit ar brezhoneg hag ar galleg. Goulenn a rafen petra ‘maint o c’hortoz evit mont buanoc’h war gwarez an endro. Goulenn a rafen kalz traoù c’hoazh.
Hag ul lizher gourc’hemennoù ?
Da vMark Lee Ping Bing ha da Christopher Doyle da skouer, daou rener ar skeudenn. Plijout a ra din kalz o labour.
Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Va zud.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
An endro. D’am soñj e teuan a-benn gant va bugale (a zo 14 ha 12 vloaz). Barrekoc’h egedon emaint o ton da vezañ war an dachenn.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, na gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
An didermen. Abaoe pell-tre eo an didermen evidon ur meizad am eus ar santimant da gompren hep dont a-benn da gaout ur skeudenn outañ en va fenn ‘blam’ e klaskan gouzout petra zo goude an didermen, ar pezh n’eo ket posupl.
Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?
Gant kemer va c’harr-tan.
Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?
Ar sonerezh.
Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?
Va zad ne vefe ket aet d’an anaon ken abred.
Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Beajiñ ‘rafen, d’am soñj.
Deuet oc’h da vezañ ul logodennig vihan a c’hell kas he fri kurius e pep lec’h. Pelec’h e kasfec’h anezhañ ?
E neizh al logodennig.
M’ho pefe da venegiñ ur ger, pehini ‘vefe ?
Termaji. Plijout a ra din an daou ster a zo gant ar ger-se : Termaji, an dud o veajiñ ha Termaji, al lampennoù-hud ‘giz ma vez lavaret e galleg.
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
An dianav a rog ac’hanout ?
Un atersadenn embannet en niverenn 900, d’an 9 a viz Gwengolo 2022.