Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Aziliz Peaudecerf

Oc’h enrollañ ur rann eus he fodkast “War hentoù ar feminism”…

Aziliz, penaos ‘zo deuet soñj deoc’h da dostaat ouzh Zellidja?

Anavezet em eus ar gevredigezh Zellidja dre Tangi Le Rouzo a oa e termen pa oan en eilvet klas. Kinniget en doa deomp ar gevredigezh dre ma oa bet o veajiñ ganti, ha diouzhtu ‘oan bet entanet gant ar raktres. Ar bloaz da heul goude bezañ tapet ma 16 vloaz em eus dibabet sevel va doser da vont da Vro-Island. Pal ar yalc’had a ginnigont a zo sikour ar re yaouank etre 16 hag 20 vloaz da vont da veajiñ en estrenvro ‘pad miz evit studial war ar raktres a fell dezho.

Perak Bro-Island ha petra ‘peus kavet souezhus/dedennus/disheñvel eno ?

Pa z’aer da veajiñ gant Zellidja eo dav choaz ur sujed da studial er vro a weladenner. Fellout a rae din studial ar venelouriezh rak dedennet on gant ar stourm-se abaoe pell. Un nebeud bloavezhioù a-raok mont da veajiñ em boa gwelet poltriji eus ur vanifestadeg e Reykjavik evit goulenn kevatalded ar goproù. Souezhet e oan bet o welet an niver a dud war blas rak d’ar mare-se ne ouien ket oa bet un emsav benelour ken kreñv en Island. Pa oan o klask e peseurt bro mont em boa dizoloet e oa Island ar vro kevatalañ er bed, ez-statistikel. An dizoloadenn-se he doa kendrec’het ac’hanon da vont du-se.

Ur vro sebezus eo Bro-Island da vat, brav-meurbet ha disheñvel. Bihan-tout eo neuze en em anavez an holl. Ment ar vro en deus permetet cheñchamantoù sokial efedus. Un dra souezhus ivez eo n’ez eus noz ebet ‘pad an hañv. An devezhioù a seblant difin. Ispisial eo e penn kentañ met buan e oan en em voazet. Plijus e kaven zoken dre m’em boa amzer d’ober ur bern traoù en un devezh, hag an dud a vez atav o krouiñ a bep seurt raktresoù ‘pad an hañv. Ar goañv ‘zo ur prantad kalz siouloc’h evito dre ma vez noz atav.

Perak ‘peus divizet sevel ur podkast war ar venelouriezh islandat ? Ha perak treiñ anezhañ e brezhoneg ?

A-viskoazh on bet dedennet gant ar radio hag ar son, ar stumm-se da grouiñ a zo tost ouzh va c’halon. En eilvet klas em boa kroget da enrollañ ha da sevel abadennoù liesseurt, war festivalioù dreist-holl. P’am boa dibabet mont da Vro-Island e oa anat din em boa c’hoant da sevel ur podkast war ar venelouriezh du-se. Plijout a rae din ar mennozh lakaat da glevet ar re o doa heñchet ac’hanon en va dizoloadenn eus an emsav-se. Ur sapre difi e oa ivez, n’em boa morse krouet kement dindan ur miz. Er fin on distroet gant un 30 atersadenn bennak, dindan 12 rann en holl.

A-raok mont kuit e oan bet e darempred gant Radio Kerne hag em boa kinniget dezho treiñ ar rannoù pa zistrofen. Diouzhtu e oant bet entanet ha setu lañset ar raktres. Hiziv an deiz e vez embannet ur rann nevez bep sizhun war Radio Kerne. C’hoant em boa da dreiñ an abadennoù-se a-benn lakaat da glevet mouezhioù nevez e brezhoneg. En o zouez mouezhioù tud eus ar gumuniezh LGBTQIA+. Ar wech kentañ e oa ivez ma veze implijet war ar pemdez gerioù ‘zo e brezhoneg, da skouer etrereviad, labour ar reizh, kenskejadelezh ha kement-all. Pouezus eo din lakaat seurt mouezhioù da glevet rak ur vank a skeudennadur ‘zo eus ar c’hudennoù bevet gant ar c’humuniezhoù-se e bedig-bed ar brezhoneg.

Penaos displegañ e vije ennoc’h danvez ur stourmerez, evit an hin, ar venelouriezh, ar stourmoù sokial ?

Ne soñj ket din e vefe ennon danvez ur stourmerez. Ganet on en un endro a stourm, a c’hellfen lavaret, o vezañ bet desavet e brezhoneg. Da heul o kreskiñ hag oc’h erruout el lise e Karaez em eus kemeret perzh e kevredigezhioù hag emsavioù liesseurt (Bak e brezhoneg, Youth for Climate, Arsav-brezel kazetenn al liseidi). Alies ne vezan ket e penn ar stourm met ezelez. Plijout a ra din souten ha dreist-holl reiñ brud d’ar stourmoù dre va labour kazetenniñ. Me ‘soñj din ez eo an emsavioù sokial ur mod da vezañ klevet evit ur boblañs dianavezet pe disoñjet alies. Setu perak eo pouezus din treuzkas testenioù stourmerien.ezed en va labour. N’eus ket keit ‘zo em eus savet un abadenn nevez evit radio TTU (radio studierien an IUT) a liamm stourmoù sokial ha sinema. Ar rann gentañ ‘oa war ar manifestadegoù a-enep d’al lezenn surentez hollek. Dedennus-kenañ eo studial an doare ma sav ar stourmoù sokial ha klask kompren petra a lak anezho da greskiñ.

Petra eo Jets d’encre ha petra eo labour ar sekretourez-meur ?

Jets d’encre a zo ur gevredigezh a stourm evit difenn, souten ha gwareziñ ar mediaoù savet gant ar re yaouank etre 11 ha 25 bloaz. Ar mediaoù-se a c’hell bezañ savet en ur skolaj, ul lise, ur skol-veur pe c’hoazh en diavaez eus ar skol. A bep seurt raktresoù a vez aozet gant ar gevredigezh, en o zouez ar c’henstrivadeg Kaléïdo’scoop (kenstrivadeg broadel ar mediaoù yaouank). Gallout a ra pep skipailh kas ur gazetenn, un abadenn (son pe video) pe c’hoazh poltriji. Ar re-se a vo priziet gant ur juri tud a labour e bed ar mediaoù ha d’an holl e vez roet alioù da vont war-raok. Er mare-mañ e kasomp da benn ivez ur raktres anvet « Droit de réponse ». E bal eo sevel kinnigoù da gas d’ar pennoù bras a-benn reiñ muioc’h a wirioù d’ar re yaouank a ra war-dro mediaoù. Setu ‘vit raktresoù ar mare met ur bern reoù all a zo da zizoleiñ war lec’hienn ar gevredigezh evit ar re ‘zo dedennet.

Abaoe kazi pevar bloaz on ezelez eus ar gevredigezh. Erruet on koulz lavaret er mare mat rak ar gevredigezh he doa c’hoant digeriñ an nor d’ar radioioù ha savet em boa va abadennoù radio kentañ un nebeud mizvezhioù a-raok. Neuze ‘pad ar bloavezhioù kentañ em eus labouret da zigeriñ ar gevredigezh d’ar radioioù met ivez d’ar skinwel ha d’ar reportajoù foto. E miz Gwengolo on bet dilennet da sekretourez-meur. Aozañ a ran prantadoù en em stummañ evit an dud a-youl vat, kelaouiñ pep hini diwar-benn tout ar raktresoù a zo, ober war-dro ar skipailh ha bezañ sur ez a mat an traoù gant an holl. Ul labour plijus eo d’ober dre ma vezan atav e liamm gant an izili.

Petra eo ho sell war ar mediaoù (re a-ziwar-c’horre, re niverus, diouer a breder, pouez ar skeudennoù…) ?

Me ‘soñj din n’ez eus ket tu da gaout ur sell hollek war ar mediaoù rak a bep seurt anezho a zo, oc’h ober ul labour disheñvel-mik. Dav kompren ez eo ar mediaoù, ‘vit an darn vrasañ anezho, gwasket gant an ekonomiezh ha pouez ar gevredigezh kapitalour, ar pezh a zispleg e weler alies danvez embannet ha n’eo ket eus ar gwellañ dre ma n’ez eus ket trawalc’h a amzer, nag a arc’hant da grouiñ. An dra-se a zo gwir evit lod eus ar mediaoù met bez’ ez eus ivez reoù nevez o tont war-wel a glask doareoù nevez da gelaouiñ an dud, o vont donoc’h. Setu perak n’heller ket reiñ ur savboent hollek rak a bep seurt elfennoù a zeu da levezoniñ ar pezh a vez embannet gant ar mediaoù. Ar pezh am befe c’hoant aliañ d’an dud aet skuizh gant ar mediaoù « klasel » a zo mont davet reoù dizalc’h ‘giz Mediapart, Radio Parleur, Reporterre ha kement-all. M’az eoc’h da welet seurt mediaoù, arabat disoñjal souten anezho. Evit derc’hel da vevañ ha krouiñ danvez a-zoare o deus ezhomm arc’hant.

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Ar glaz eo. Ganet on war bord ar mor hag atav on bet stag diouti.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

An eñvorenn he deus merket ac’hanon ar muiañ a zo un atersadenn em eus graet ouzh Maria en Island. Maria ‘zo 70 vloaz. Klañvdiourez e oa hag e oa aze da ziorren an eil gwagenn venelour en Island gant emsav ar « red socks » pe al « loeroù ruz ». Ne oa ket e penn ar stourm met ezelez daoust da se. Merket on bet gant an atersadenn-se rak ar wech kentañ e oa dezhi bezañ aterset hag e santen e rae vat dezhi treuzkas he zesteni ha gouzout e vefe dalc’het ur roud dioutañ. Hiziv an deiz bep tro m’az an d’ober un atersadenn e soñjan enni. Reiñ a ra nerzh din da genderc’hel, da chom hep disoñjal e ran seurt reportajoù ‘vit dizoleiñ testenioù ‘giz e hini, dianavezet ha koulskoude dedennus-meurbet.

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Diaes eo din choaz met moarvat e vefe lenn Jökulsárlón e su Island. Ul lenn skornet eo gant isbergoù warnañ. Brav-meurbet eo. Tremenet em eus un devezh a-bezh o pourmen du-se, un troc’h eo bet en va beaj. Ar skeudenn-se a chomo merket em fenn d’am soñj.

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Iskis eo met d’am soñj eo ar guriusted. Evel-just e c’hell bezañ un dra fall met ma vez implijet mat ar guriusted e c’hell degas ur bern traoù dedennus deomp. Evidon bezañ kurius a zo pouezus a-benn chom digor a spered ha prest da zizoleiñ traoù nevez bemdez. Plijout a ra din bezañ gant tud kurius tro-dro din rak atav o devez istorioù dedennus da gontañ !

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Distrujomp ar gevredigezh patriarkel hag heteronormel ? Ya !

  • Un atersadenn embannet en niverenn 823 – d’an 19 a viz Meurzh 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez