Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Baleadenn natur gant Lulu

Deomp da welet buhez al loened hag hini ar plant er poulloù, e Beg Kab-Kozh, asambles gant Lulu.

Da geñver Mizvezh ar Brezhoneg, deuit ‘ta da anavezout buhez al loened hag hini ar plant er poulloù, e Beg Kab-Kozh (Fouesn), da heul Lulu Moisan, heñchourez natur.

“D’an trec’h e yimp evit sellet ouzh diaouled-mor, skanteged pe pesked all er poulloù ha kranked ivez, neuze stered-mor…  Deskiñ anavezout kregin a vo graet ouzhpenn evel bigouled a bep seurt, ar pilored pe ar rigadelled”.

E Brezhoneg e vo kaset ar valeadenn.

Titouroù : D’ar 5 a viz Meurzh ; 9e3/4 mintin ; 2 € ; en em skrivañ diouzh ret amañ (niver rik a blasoù) ; pass yec’hedel goulennet ha maskl dre ret.

Muioc’h a ditouroù : Ti ar Vro Kemper, 02 98 90 70 43 / clelia [ti] tiarvro-kemper.bzh

Da lenn

Da lenn ivez