Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Bezhin Breizh hepken

Undaria Pinnatifida“, “Laminaria Saccharina” pe “Palmaria Palmata“, setu anvioù bezhin gant perzhioù vertuzius a c’heller debriñ a-drugarez da Julie Desnoulez hag hec’h embregerezh krouet e 2018, Hepken.

Bez’ emañ o chom e Savoa-Uhel ha luc’hskeudennerez a-vicher e oa pa oa deuet ur mignon dezhi, Timothée Serraz, da vezañ produer bezhin evit an embregerezh Algolesko, e Loktudi. Bet eo bet o filmañ hag o kemer poltriji e Penn-ar-Bed ha dizoloet he deus bed ar bezhin. C’hoant he deus bet da c’houzout hiroc’h ha da dalvoudekaat ar produ. Al labour kaset gant ar broduerien a zo deuet anat dezhi betek krouiñ hec’h embregerezh.

Bezhin bio

Bio eo an holl broduoù, diorroet pe dastumet e Breizh en un dachenn gwarezet gant Natura 2000. Setu perak eo produoù a galite uhel. Ober a reont war-dro ar bezhin diouzhtu goude an eost, gant an dorn hag hervez un argerzh1 japanek hengounel o toujañ ar muiañ posupl ouzh ar plant. “An dra-se en deus kadarnaet ac’hanon. Meur a stal a zo dija, a werzh bezhin, met c’hoant ‘moa un dra ouzhpenn.” eme an embregerez. Laouen eo da c’hellout kinnig ar produ-mañ d’an dud peogwir n’eo ket aes, hervezi, kavout bezhin na zeufe ket deus an tu all eus ar bed ha na vefe ket bio. Mont ha dont a ra etre Savoi-Uhel ha Breizh ha laouen eo an dud pa zistro er menezioù gant bezhin. “A-benn ar fin ez eus ur mank bras a iod amañ. Pell emaomp eus ar mor, anat d’an holl, met ur gudenn vras e oa gwechall.” a resisa Julie Desnoulez.

Rekipeoù

En he lec’hienn e c’heller kavout ar produoù, evel-just : bezhin fresk ha bezhin dizouret. Met estreget ar pezh a zo da brenañ a c’heller kavout. Bez’ ez eus ivez rekipeoù. “Ar bezhin a zo plant dreistordinal leun a brotein, leun a louc’helfennoù2, leun a vitaminoù. Setu perak em boa c’hoant kinnig ivez un nebeud rekipeoù evit klask sikour ha klask awenañ ar re a fell dezho kregiñ.” emezi. Mont a ra pelloc’h ganti. Ul levr emañ o paouez skrivañ “gant rekipeoù simpl ha plijus da fardañ war ar pemdez”. Embannet e vo gant Marabout ha dont a raio er-maez e miz Even 2022. Peadra da fardañ meuzioù lipous.

NG

1argerzh : processus

2louc’helfennoù : oligo-éléments

Ur pennad embannet en niverenn 873, d’ar 4 a viz Meurzh 2022

_________

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez