Teñval-sac’h e oa an noz, ha kouezhet e oa ar vrumenn war ar maezioù. Gouzout a ouie Albert e ranke ar C’hentañ Ministr bezañ en aerborzh Montroulez da zek eur evit tapout ar c’harr-nij. Gant an tev ma oa al latar ne c’halle ket ar paourkaezh blenier plantañ tizh, met n’eo ket an dra-se en lakae nec’het : Kollet e oa bet e hent gantañ ! Pelec’h an diaoul e oant ? Hag ar GPS daonet-se ! Ne laboure ket ken !
War azezenn a-dreñv ar c’harr e vorede ar C’hentañ Ministr. Un devezh hir ha start en doa bet servijer ar Republik ha skuizh-divi e oa. Kaset e oa bet da Gêrneblec’h gant ar Prezidant. Ur skol labour-douar nevez a oa bet savet eno ha ret e oa he digeriñ war an ton bras.
– Met perak ne gasit ket Vincent ? E labour eo !
– Ya, a dra sur, eme ar Prezidant, met gouzout a rit kenkoulz ha me, pegen anoazus eo an dud-se. Gwelloc’h e vo lubaniñ anezho gant komzoù flour. Soñjit ‘ta ! Ar C’hentañ Ministr e-unan o tigeriñ skol labour-douar Sebastian ar Balp ! Ma n’eo ket a-walc’h evit sioulaat an traoù…
Loc’het e oa ar ministr da darzh an deiz. Degemeret e oa bet gant ur mor a dud, en o zouez ar prefed ha pennoù bras ar gumun. Goude ar prezegennoù e oa bet kaset tout ar pennoù bras da bredva ar skol, ha dao dezhi ! Ur pred eus ar gwellañ, ‘giz ar vro : kig-ha-farz (aozet gant gwreg an aotrou maer hag izili laz-kanañ Kêrneblec’h), krampouezh gwinizh, farz forn, farz buan ha me ‘oar me. Evet e voe sistr Bro-Gerne (ha n’eo ket an hini a vez diskennet d’an douristed, me lâr deoc’h !) Ha goude bezañ evet ur banne kafe koefet, ha n’eo ket kafe seurez, en doa kemeret ar C’hentañ Ministr penn an hent…
A-daol-trumm e treuzas ur yourc’h an hent ha ret e voe da Albert stardañ mort. Dihuniñ a reas ar ministr en ul lamm.
– A ! Albert ! Petra a c’hoarvez ?,a c’houlennas.
– Ur yourc’h, aotrou, ur yourc’h war an hent !
– N’eo ket gwall dra, a lavaras ar ministr. Gortozit ur pennadig, ez an d’ober un tamm bale da zic’hourdañ ma divhar !
(Ne oa ket evit anzav e oa deuet dezhañ ur mell c’hoant staotañ…)
Mont a reas etrezek ar gwez a greske stank war bord an hent. Pa ne felle ket dezhañ chom re dost deus an hent, e pellaas un tammig a-raok kavout ur wezenn a-feson.
Sioul-kenañ e oa ar c’hoad ha tevoc’h-tevañ e oa deuet al latar da vezañ. Pelec’h e oa ar c’harr ? Dihenchet e oa ar paourkaezh ! Hopal a reas met den ne respontas.
Kregiñ a reas ar spont ennañ. Ramp e oa ar wenodenn hag aon en doa rak kouezhañ. A-benn ur pennad e tegouezhas e-kreiz ur frankizenn ha souezhet-mik e voe o welout ne oa brumenn ebet el lec’h-mañ.
Bez’ e oa un alezig traezh hag a gase d’un ti bihan-bihan. D’an ampoent, un denig kozh a zeuas er-maez eus an ti. Dilhad du giz kozh, a oa gantañ met n’eo ket un tog a oa war e benn, ur boned ruz, ne lavaran ket.
– Sell ‘ta piv !, a lavaras an denig, Deuit tre ! Na chomit ket aze evel an iliz e-kreiz ar barrez !
Difiñv e chomas ar ministr. N’en doa ket komprenet ar pezh en doa lavaret dezhañ an denig e voned ruz.
– Mais, entrez donc, Monsieur le Premier Ministre !
“Gouzout a ra piv on-me !”, a soñjas ar ministr. Iskisat tra ! Ha komz a ra an den brizhyezh divalav ar vro emichañs !
Mont a reas tre koulskoude rak ne felle ket dezhañ kousket dindan bolz ar stered.
Ur siminal a oa, ennañ un trebez hag ur gaoter botin. An tan o flammenniñ a roe un tamm sklêrijenn betek penn all an ti. Ur c’hazh, gwenn ha du e vlev, a vorede e korn ar c’hogn.
– Oc’h aozañ yod-silet edon. Ur skudellad ho po ?
Lakaet e voe ar skudellad war an daol dirak ar ministr.
Petra an diaoul e oa ar boued-se ? Ne gredas ket lavarout ne blije ket dezhañ tamm ebet.
Debret e voe ar yod-silet. Yod-silet eus an dibab, aozet gant ur sorser, rak ur sorser brudet er vro e oa an denig, ur sorser hag a droe e zonezonoù a sorser da vad yezh e dadoù kozh…
C’hoant kousket en doa ar C’hentañ Ministr ha ret e voe dezhañ mont da gludañ, dilhad hag all, e-barzh unan eus an daou wele-kloz.
Dihunet e voe gant ar c’hazh o lammat war e vruched.
– Gwenn-ha-du ! Deus amañ diouzhtu ! Bezit dinec’h ! Ne viot ket skilfet gantañ. Ul loen kuñv eo hemañ. Ha kousket mat ho’ch eus ?, a c’houlennas an denig.
– Kousket em eus evel ur broc’h, ha naon du am eus.
Brezhonegiñ a rae bremañ servijer ar Republik evel pa vije bet ganet ha maget er vro, ha n’ouie ket hemañ e oa bet sorset.
– Emañ ar c’hafe-laezh o tommañ. Un tamm bara ha kig-sall a yelo ganeoc’h ivez Yann-Vark ? Ur sac’h goullo ne chom ket en e sav.
– Ya, laouen, met ret e vo din mont en-dro da Bariz evit Kuzul ar Vaodierned, eme Yann-Vark, ha n’eus tamm arc’hant ganin. Lezet em eus pep tra em c’harr, doug-paperioù, pellgomzer-hezoug hag all.
– Bezit dinec’h war kement-se, a lâras Yeun, ur c’harr am eus.
Kaset e voe ar ministr da Vontroulez ha prenet e voe ur bilhed treñ, en eil klas koulskoude. Roet e voe dezhañ ur bilhed pemp euro ivez ; ret e vefe dezhañ beajiñ gant ar metro.
Ne oa ket Yeun tost d’e arc’hant, met un tammig skañv e oa e yalc’h, rak paeet moan e veze gant e bratikoù.
Brav e oa an amzer pa zegouezhas ar C’hentañ Ministr e-tal Palez ar Republik (pe an ‘Elysée’ evel ma vez graet eus an ti bras-se gant ar C’hallaoued). Un tammig diwezhat e vefe evit Kuzul ar Vaodierned, met n’eus forzh !
Mont a reas tre e-barzh sal ar c’huzul. Bodet e oa ar vinistred en-dro d’an daol, ha diouzh an neuz anezho e oa enkrez en dud-se.
– Jean-Marc ! Euh… Monsieur le Premier Ministre !, a valbouzas ar Prezidant. Où étiez-vous passé ?
– Ne c’hallan ket kontañ deoc’h ar pezh a zo c’hoarvezet ganin, a lavaras ar C’hentañ Ministr, n’eus ket amzer. Degasit din da soñj roll an devezh !
Ur pennad e chomas dispourbellet daoulagad ar vinistred. “Aet eo e skiant-vat digantañ !” a soñjas ar Prezidant. N’ouie ket ar C’hentañ Ministr petra a c’hoarie gantañ. Kompren a rae ar pezh a lavare ar re all met, war a seblant, ne c’hallent ket e gompren ! Kaset e voe d’ar Val de Grâce hag imbourc’het ha bizitaet e voe e spered dezhañ gant gwellañ mezeien Bro-C’hall. En aner. Yac’h-pesk e oa an den. Ne valee ket disoursi ar Prezidant. Ret e vefe kavout ur c’henlabourer all. Ne c’halle ket padout an traoù…
Un diskoulm a voe kavet d’ar gudenn un nebeud devezhioù war-lerc’h. Bez’ e oa ar C’hentañ Ministr o tijuniñ en ‘Hôtel Matignon’. Ur volennad kafe a oa bet diskennet dezhañ gant ar mevel.
– N’on ket evit evañ ma c’hafe ent tomm-ruz ! Tamm leue ma ‘z oc’h !
Ne oa ket Yann-Vark war e du mat. Ne voe ket feuket ar mevel o klevout kement-se. Barrleun e oa e galon gant al levenez. N’eo ket bemdez e vez klevet Kentañ Ministr Bro-C’hall o vrezhonegañ.
– Met, aotrou, pelec’h oc’h eus desket brezhoneg ?
– Brezhoneg ? Me an hini eo a gomz ar yezh-se ?
– Ya, aotrou, ha brezhoneg c’hwek eo.
– Eus Breizh emaoc’h ?, a c’houlennas ar ministr.
– Ya, aotrou, eus Kêrneblec’h, evel-just.
– Eus Kêrneblec’h ? E Kêrneblec’h edon ar sizhun all !
Hag ar C’hentañ Ministr a gontas d’e vevel ar walldro e oa en em gavet gantañ.
– Se zo sklaer !, a lavaras ar mevel, sorset oc’h bet gant Yeun e Voned Ruz ! N’eus nemet Yeun hag a c’hall ho tisammañ.
Poan en doa ar ministr o krediñ kement-se met gouzout a ouie ne c’hellfe ket padout pell evel-se. Ret e oa dezhañ en em dennañ eus ar pleg diaes-se. Un emwel en doa gant Yeun e Voned Ruz an deiz war-lerc’h. Gwall bennek e oa an denig ha kaer en doa ar C’hentañ Ministr kounnariñ, ne voe ket Yeun lakaet da blegañ dezhañ.
Ma felle dezhañ bezañ distrobinellet e rankfe Bro-Frañs sinañ Karta Europa ar Yezhoù Minorelaet…
Ar pezh a voe graet.
Danielle Gueydon
- Un danevell embannet en niverenn 457 – d’ar 14 a viz Meurzh 2014.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ