Keleier e brezhoneg abaoe 2005

« Born in the USA »

Hep mar ebet eo « Born in the USA » kanaouenn vrudetañ « The boss« , an hini he deus roet dezhañ ur statud rock star anavezet er bed-holl.

Skrivet eo bet ar ganaouenn un nebeud bloavezhioù a-raok ma teufe ‘maez an albom a zalc’h ar memes anv, evit « Nebraska« , an albom a vod kanaouennoù akoustek ha teñval o danvez rakenrollet gant Springsteen en e gambr. En o-zouez e oa tonioù hag a golle diouzh o nerzh en esaeoù enrolladennoù gant an E-Street Band. Dalc’het eo bet neuze lod eus ar c’hanaouennoù hag a sone mat gant binvioù tredan evit ar bladenn da zont, « Born in the USA » a oa unan anezho (evel « Downbound train« ).

Ne gomz ket tamm ebet ar ganaouenn eus ur paotr fouge ennañ bezañ ganet e bro an eontr Sam. Ar c’hontrol-mik an hini eo : komz a ra deus mignoned Springsteen, a-oad gantañ, a orin micherour eveltañ, hag o deus kollet o buhez er Vietnam, pe deus o diaesterioù da gavout o flas er gevredigezh en-dro ur wezh distro. Skrivet e oa bet evit ur raktres film gant Paul Shrader (« Amerikan gigolo », senari « Taxi driver » ha « Raging bull ») en defe bet an hevelep anv hag en defe kontet, tamm pe damm, ar memes istor hag ar pozioù.

Met un treuzkompren a zo a-zivout ar ganaouenn : war golo ar bladenn e weler Springsteen dirak banniel ar Stadoù Unanet : e look « Rambo », ar « Stars and stripes », pep tra a glot, rik, gant ar skeudenn a c’halloud roet gant ar Stadoù-Unanet e-kreiz ar bloavezhioù 80 : un armerzh etrevroadel dindan o beli, c’hoarioù olimpek Los Angeles, Berzh MTV o ledañ levezon ar sevenadur amerikan war ar bed…

Un nebeud sizhunvezhioù goude embann ar bladenn, d’an 19 a viz Gwengolo 1984, e ra Ronald Reagan, prezidant an SUA ur brezegenn e Hammonton, en New Jersey, stad orin Springsteen. Emañ war ar renk evit bezañ addilennet ha diskleriañ a ra : « Diazezet eo dazont Amerika war ar miliadoù a hunvreoù a zougit en ho kalonoù, diazezet eo war ar c’hemennadennoù a spi a gaver e kanaouennoù ho kaner eus an New Jersey, Bruce Springsteen. Ho skoazellañ da lakaat an hunvreoù-mañ da zont da wir eo ma labour ».

Daou zevezh goude e respont The Boss war al leurenn e Pittsburgh, a-raok kanañ « Johnny 99« , ur ganaouenn a gont istor un den dilabour a zeuio da vezañ ur muntrer : « Meneget eo bet ma anv an deiz all gant ar prezidant, ha chomet on d’en em c’houlenn petra oa e bladenn garetañ. Ne soñj ket din e vefe « Nebraska », ha ne soñj ket din en defe selaouet houmañ… »

« Born in the USA » a zo ur ganaouenn a seblant bezañ brogarour pa ne selaouer nemet an diskan. Implijet eo bet gant George H. W. Bush, e 1988, evit an dilennadegoù, hep aotre ar c’haner.

Implijet eo bet ur ganaouenn all eus Springsteen, « The rising« , skrivet da heul gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, evel kanaouenn ofisiel ur c’hampagn dilennadegoù, evit Obama. Ar wezh-mañ e oa gant asant Springsteen, evel-just.

Ar C’hantread

  • Ur pennad embannet en niverenn 424 – d’an 23 a viz Gouere 2013.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez