Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Bout war roudoù seblantoù

© Kreizenn arzoù GwinZegal

Emaomp-ni krennarded gant kroashent hon buhez.
Souzañ a-dreñv a vez ret deomp ober a-wechoù da gompren penaos omp en em gavet betek amañ.
Ha kuitaat a ra an amzer-dremen ac’hanomp ur wech bennak ?
Kreskiñ a ra an dazont war douar kozh hon Istor.
Al labour bet kaset da benn gant an arzour Daniel Blaufuks, kreizenn-arzoù GwinZegal,

ha Mirdi ar Rezistañs n’eus lakaet ac’hanomp — skolajidi Diwan Plijidi — da vont war roudoù un amzer all : hini an eil brezel bed e-lec’h ma oa en em vodet un toullad tud yaouank a-boan koshoc’h evitomp er Rezistañs.
E Koad Malouen n’haller ket muzuliañ an amzer vut.
Ponner e chom pouez buhez ar re varv,
Teñval e-kreiz etre ar gwez.
Gwalc’het eo bet an douar gant ar glav ha koulskoude o deus leusket ar seblantoù merk
un hent.
Diskoachañ ar wirionez a ra an hent-se hag e tispak ennomp, tud vev, ar c’hoant da vont asambles war memes tu evit mad Mab-Den hag e endro.

Pedet oc’h gant tredeidi ha skipailh kelenn Skolaj Diwan Bro-Dreger, ar greizenn arzoù GwinZegal ha skipailh mirdi ar rezistañs da vont da welet un diskouezadeg labourioù ha skeudennoù bet savet gant ar grennarded asambles gant an arzour Daniel Blaufuks.

Al lid-deroù a vo d’an 10 a viz Meurzh da 6 eur noz e ti an diskouezadegoù Livandour e Sant Konan hag an diskouezadeg a vo betek ar 27 a viz Meurzh.

Muioc’h a ditouroù amañ.

Da lenn

Da lenn ivez