Dibennoù-sizhun e brezhoneg

Eus ar Gwener 28 d’an 30 a viz Here e kreizenn Ti Menez Are e oa bet aozet un dibenn-sizhun gant KEAV. Ouzhpenn 100 den a oa bet bodet, tud gour, bugale ha bugaligoù.

Ur programm evit ar familhoù, unan all evit an dud gour deuet hep bugel : mont da welet ar gorriganed, ergerzh an takad ha gouzout hiroc’h diwar-benn ar vro, beilhadegoù, kejañ gant brezhonegerien eus ar vro…

En nevezamzer 2023 e vo an hini nesañ. Plijadur, brezhoneg hag amzer vrav a vo c’hoazh !

Da lenn

Da lenn ivez