Un dibenn-sizhun a oa bet aozet gant KEAV en Enez-Tudi, evit ar familhoù hag an dud gour hep bugel e fin miz Ebrel, er greizenn Berry-Tudy, war an aod (20 m ouzh ar mor !) eus ar Gwener d’an abardaez-noz betek ar Sul. 100 brezhoneger o doa kemeret perzh, bras ha bihan (-tout), stajidi, aozerien, brezhonegerien eus ar vro, luskerien abadennoù evit ar vugale.
Ur programm a-ratozh a oa evit ar familhoù hag unan all evit an dud gour a oa deuet hep a vugale. Asambles e oant da vareoù all, o selaou kontadennoù Yann Guillamot, hag abadennoù kan ha sonerezh, da skouer.
Strollad ar familhoù en doa kemeret perzh e meur a abadenn : atalerioù sirk, furchal en Enezenn gant “les Archikurieux”, tresañ en natur… Ergerzhadennoù istorel a oa bet kinniget gant Yann Bijer, tro-dro d’e levr “Torr e benn”. Gweladennet o doa lec’hioù istorel evel chapel an Treminou, chapel Langivoa hag hini Lannvourc’h, dibennet o zour, ar C’hozkêr, ha kement ‘zo… Kejet o doa gant brezhonegerien strollad Ploneour.
Brav-tre eo al lec’h, ha dre un amzer brav eston o deus gallet lod mont da neuial !
An dibenn-sizhun nesañ a vo kinniget en diskar-amzer, resisadurioù a-benn nebeut !