Bep bloaz, e Pontekroaz e vez aozet pezhioùigoù bihan er straedoù kinniget gant La Obra dindan an anv “Au fil du temps”.
Aozet int da geñver Devezhioù ar glad, a vo dalc’het ar bloaz-mañ d’an 18 ha 19 a viz Gwengolo met kroget e vez an dud da bleustriñ war o zestennoù, savet gant Aziliz Bourges. Deus un tu e kaver c’hoarierien a-vicher, brezhonegerien ar braz anezho, Lukaz Nedeleg, Tifenn Lineatte, Quentin Morvan. “Tammoù buhez eus kêr ar Pont a c’hoariomp, en ur doare divyezhek, 80 % e galleg, 20 % e brezhoneg” eme Gloria de Belèen Riquelme, kenrenourez arzel, leurennerez hag aktourez ivez. Deus un tu all 12-15 den a-youl-vat gant rolloù bihanoc’h. En holl e pado an dibunadeg un div eur bennak. “Daoust deomp degas da soñj petra zo c’hoarvezet e kêr ar Pont da boent pe boent, ne glaskomp ket taolenniñ an istor gant un I bras, gant yezhoù ar mare. E 2022 emaomp ha diskouez a reomp, gant aktourien a-vremañ, petra a oa ar vuhez gwechall.” emezi c’hoazh.
3 gwech dija
Ne vez ket savet an danvez diwar ar memes darvoudoù bep bloaz met savet e vezont goude ur c’henlabour gant an ti-kêr met ivez gant kevredigezhioù ar vro, “Archéosite Pont-Croix 1358“, kelc’h ha bagad Beuzeg, Esat Kan ar Mor. 4 fezhig-c’hoari a vo en holl, o taolenniñ lod pe lod eus kêr ar Pont, eus 1358, o lakaat war wel ar gêriadenn eus ar Grennamzer, da 1953, tro-dro da vonumant ar re varv bet kizellet gant René Guillevic.
Hag an holl, bras ha bihan, a-vicher hag a-youl-vat, da vont dre ar straedoù. Un doare all da lakaat ar glad war wel.
Ur pennad embannet en niverenn 896, d’an 12 a viz Eost 2022.