Boutailhadoù na vezont ket adaozet, kartoñsoù e-leizh, pep tra a zo aozet hiziv evit ar « tout-jetable » e hentad ar gwer. Ha gellout a rafed distreiñ da voutailhadoù adimplijet evel ma oa gwechall ? Aes da ijinañ met da lakaat e plas…
E 2016 e oa krouet ar gevredigezh « Distro » gant ur strollad breserien ha sistrerien o doa c’hoant klask adlakaat e plas un hentad adimplijout e Breizh. E penn ar gevredigezh e oa Olivier Lallemand – rener breserezh « Terenez » – hag un nebeud aktourien all ha kroget e oant gant ur « studiadenn greadusted ». Buan a-walc’h, siwazh, o deus merzet e oa luziet-tre ha dreist-holl, abalamour d’o labour, n’o doa ket an amzer evit ober war-dro ar raktres. E gwirionez, abaoe ar bloavezhioù 80 en deus cheñchet pep tra evit ma ‘z afe an holl reolennoù war-zu ar « tout-jetable ».
Adimplijout
E 2019 eo bet divodet ar gevredigezh « Distro » ha roet ar gwirioù d’ur gevredigezh all – Bout’ à bout’, a labour e Noaned evit adimplijout boutailhadoù gwer – evit kenderc’hel da glask sevel ur « sistem ekonomiek kelcʼhiek ». Tutaet e oa bet Antoine ha Marie Clapier e 2020 goude ur goulenn digant an ADEME – Agence de l’état pour la transition écologique – ha Rannvro Breizh. « Labouret hon eus kalz evit adreiñ lañs d’ar raktres gant ar pal sevel ur gevelouri. 5 emvod hon eus aozet e Breizh e fin 2021 gant an aktourien (breserien, dasparzherien) hag, evel-just, gant ar geodederien. » eme Marie Clapier, kargadez a zarempredoù. Strolladoù labour a zo bet savet ha c’hoant o defe krouiñ statudoù nevez ar gevelouri e miz Meurzh 2022. Da vezañ heuliet eo…
Evit gouzout hiroc’h : www.distro.bzh
_________
Ur pennad embannet en niverenn 866, d’ar 14 a viz Genver 2022.