Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Distro #EmojiBZH

Distro eo an emoji “Gwenn ha du” war Twitter adalek an 9 betek an 29 a viz Mae. Rannvro Breizh asambles gant ar gevredigezh “www.bzh” o deus roet lañs d’ur c’houlzad nevez evit an hashtag “#emojiBZH”. Evit ar wech kentañ e oa bet roet lañs d’an hashtag e 2020 gant muioc’h eget 405 000 implij dindan ur miz. Koulskoude n’he doa ket miret anezhañ Unicode, a ra war-dro krouiñ an emojioù nevez. N’eus ken ‘met implijout unan eus an tri hashtag #EmojiBZH pe #BZH pe #GwennHaDu. Ar pezh a vo graet, sur a-walc’h, d’ar 14 a viz Mae da geñver an Eurovision evit souten ar strollad Alvan & Ahez.

Da lenn

Da lenn ivez