Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Dorioù digor Kelenn

E-sell emaoc’h da vont da gelenner skol, skolaj pe lise, war danvez pe zanvez, gant ar rouedad Diwan, peotramant e anavezit tud hag a zo gant ar c’hoant mont war micherioù ar c’helenn divyezhek ha na ouzont ket brezhoneg c’hoazh ? Gant dorioù digor ar greizenn stummañ Kelenn, e Kemper, hag a vo dalc’het d’ar Sadorn 11 a viz Meurzh etre 10 e ha 12e, e vo laouen stummerien Kelenn o respont d’ar goulennoù-se. Deuit da gejañ outo evit gouzout hiroc’h.

Aozet ez eus bet evit an devezh diwezhañ a-raok ar vakañsoù, un abardaevezh c’hoari gant an daou strollad stajidi Master 1 ha stajidi ar stummadur hir war ar brezhoneg. © Kelenn

Evel bep bloaz e vo kinniget gant Kelenn ur stummadur hir patromet evit ar re zo gant ar soñj mont da gelenner·ez skol, skolaj pe lise, da gasour, da skoazeller·ez pe war gement micher all a zo tro-dro ar skol, gant Diwan pe ur skol diyezhek all. Etre miz Gwengolo ha miz Mezheven e vo dalc’het. Estreget ar c’hentelioù brezhoneg hag a ya da ober ar braz eus ar stummadur evel-just, e vo ivez kentelioù war an danvezioù skol e brezhoneg, pemp sizhunvezh staj er skolioù hag un teuliad pedagogiezh da sevel.

Nevezenti a vo memestra gant an distro-skol 2023-2024 a zeu : hiviziken ez aio div lodenn d’ober ar stummadur, ul lodenn diazezañ ar yezh, betek miz Meurzh hag ul lodenn peurzeskiñ etre miz Meurzh ha dibenn miz Mezheven. Dre-se e vo hiroc’hik ivez an amzer deskiñ ha fonnusoc’h c’hoazh an danvez. Kuitaat ar stummadur pe dont e-barzh a c’hallo an dud ober e miz Meurzh eta.

Digarez e vo an dorioù digor da zisplegañ deoc’h aozoù resis ar stummadur ha da welet ivez ha degouezhout a ra ar stummadur-se deoc’h.

Gant ar soñj mont da gelenner·ez skol en ur skol Diwan emaoc’h ? Kinnig a ra Kelenn, e liamm gant INSPÉ Breizh ha skolioù meur UBO ha Roazhon 2, ar stummadur Master MKDS-KDS (Micherioù ar c’helenn, an Deskadurezh hag ar Stummañ, hentad Kelenn dre Soubidigezh). E-kerzh an daou vloaz studioù e vo kentelioù evit deskiñ penaos ober skol, mont war-raok gant ar brezhoneg, anavezout perzhioù dibar ar skolioù Diwan ha prientiñ ar genstrivadeg ispisial evit mont da gelenner·ez-skol en ur skol Diwan. Meur a sizhunvezh staj a vo ivez evit dizoleiñ da vat ar vicher ha kregiñ da bleustriñ ganti. Ar stummadur-se a zo digor d’ar vrezhonegerien rak ul lodenn vat eus ar c’hentelioù a vez kaset e brezhoneg. Da vare an dorioù digor e vo displeget resisoc’h an aozadur-se ha respontet d’ho koulennoù.

Brezhonegerez·ez oc’h ha barregezh ho peus war danvez pe zanvez ha kelenn anezhañ a c’hoantafec’h ober en ur skolaj pe ul lise Diwan ? Degemeret e voc’h ivez a-benn an dorioù digor gant unan e-karg eus eil derez Diwan evit gouzout penaos ober ha peseurt stummadurioù a vo kinniget deoc’h da skoazellañ ac’hanoc’h war ho micher nevez.

Da lenn

Da lenn ivez