Keleier e brezhoneg abaoe 2005

En anv Gwirioù Mab-Den

© Amnesty International

Adalek ar 14 a viz Mae hag a-hed ar sizhunvezh betek an 21 a viz Mae, e c’halv Amnesty Etrevroadel an holl da fiñval evit Difennerezh Gwirioù Mab-den.

Pep hini a c’hell kemer perzh en ur vale, redek, neuial pe troadikellat… Da zibab ‘zo, eta !

Pelec’h ? Forzh pelec’h !

Penaos ? E-unan, gant mignoned, war hent al labour pe c’hoazh en ur gemer perzh en unan eus an darvoudoù niverus kinniget gant strolladoù Amnesty Etrevroadel dre Vro C’hall a-bezh…

Ar pezh a gont eo fiñval en anv Gwirioù Mab-Den !

Hag evit ar re a vefe dedennet da vale asambles gant tud all, e kinnig deoc’h Strollad Amnesty An Aberioù ur valeadenn 7 km a-hed an Aber Ildut d’ar sadorn 21 a viz Mae ; emgav da 2e30 e porzh an Aber Ildut…

Plijadur ha startijenn da heul, anat deoc’h !

Evit Gouzout hiroc’h : lesabers@amnestyfrance.fr pe https://www.facebook.com/amnestylesabers/ pe c’hoazh en ur vont e darempred gant Joëlle Perrot 06 11 53 60 49.

Ha ma fell deoc’h en em enskrivañ ez personnel pe c’oazh gouzout muioc’h war an darvoudoù aozet war Bro-C’hall a-bezh : https://www.amnesty.fr/actualites/l-amnestienne-course-solidaire-inclusive

Da lenn

Da lenn ivez