Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Enklask nevez Splann!

Sed aze an enklask nevez produet hag embannet gant Splann !, bet skrivet gant Ines Leraud ha Kristen Falc’hon. Pep tra ‘zo da lenn digoust war lec’hienn splann.org e brezhoneg koulz hag e galleg, ha war ar mediaoù al labour ganimp.

© Greenpeace


E kornog aodoù Bro-Leon, war gumun Landunvez, emañ ar savenn porc’hell e-touez ar re vrasañ
e Frañs a-bezh, “Avel vor” hec’h anv. Bep bloaz ‘vez produet ganti 27 000 a bennoù-moc’h.
60 tonen dour hañvouez. Evit kreskiñ kement eo deuet a-benn perc’henn an ti-feurm da gaout asantoù ar prefed. Ha souezhus eo bet divizoù ar prefed ‘ta : daoust d’ur bern alioù ha barnadennoù ‘zo aet enep ma vefe brasaet ar savenn-mañ, emañ-hi da vat war an hent da vout aotreet gant ar prefed.

Un enklask da lenn war lec’hienn Splann!

Da lenn

Da lenn ivez