Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Eus ar c’hoari d’an deskiñ

E 2011 ez ae Helene Dante war roudoù he zad, betek ar Mali, Senegal, Kab-Glas. Labourat a rae e Pariz, oc’h ober war-dro bugale, o sikour anezho evit o labour-noz. Adalek ar poent-se he doa kavet ur ster d’he buhez, krouiñ lec’hioù d’ar vugale da c’hoari.

E 2013, gant tri mignon, e lakae en he fenn adneveziñ ur sal en ur skol, e Segou, 150 000 annezad, 390 bugel er skol-se. Dibab a reas eñvel anezhi Ludo – evit c’hoari – Bougou, a dalvez “komz” e bambara rak a-bouez eo dezhi kaout ur sal, met ivez c’hoarioù. Dre vras en ur greizenn a-seurt-se e vez 350 c’hoari ha dont a ra ar vugale da c’hoari ganto e-pad un nebeud eurvezhioù, pe e framm an eurvezhioù skol pe goude, dindan aotrouniezh tud gour, skoalerien peurliesañ.

E 2014 e varve he mamm, Geneviève Dante hag ouzhpennet eo bet hec’h anv ouzh hini ar gevredigezh. “Kalz a rae evit ma trofe Ludo-Bougou.” a anzav ar verc’h. Kavet he doa ar gevredigezh he mod da vont en-dro. Diazezet e oa an dafar c’hoari diwar ar c’hod ESAR. En holl greizennoù e oa a-bouez kaout eus c’hoarioù sevel, evel Kapla, reoù evit dic’hourdañ gant bolotennoù ha kement zo, reoù kevredigezhel ma ranker heuliañ ar reolennoù ha reoù arouezel, evel an “dinette”, lec’h ma tesk ar bugel ober evel an hini bras.

Evit ar re baourañ

E 2017 e stalient un eil kreizenn e Kolle, 470 bugel, en ur gêriadenn 3-4000 den, da 80 km eus Bamako. Bloaz goude, dre ma chome ganto un tamm mat a arc’hant, e voent adkavet e Dubreka, ur gêriadenn a 50 000 annezad er Ginea, da 100 km eus Conakry. Eno e tegasjont c’hoarioù evit 1615 bugel. Bloaz goude c’hoazh e oant e soñj mont da N’gatarou, er Senegal an taol-mañ, evit ober plijadur da 350 bugel en ur gêriadenn a 5-6000 den. Met marv trumm tad Helene Dante a viras outo da vont.

En holl o deus tizhet ouzhpenn 2800 bugel, etre 3 ha 15 vloaz. Dibabet o deus labourat kentoc’h gant ar Mali hag ar Ginea rak eno e vez an dud ar paourañ. “Er Senegal e oa raktreset, tra ken ‘met evit ober plijadur da baeron ar gevredigezh, Herve Renard, dibaber broadel a-fet mell-droad.”

Skoazelloù

Gant Air France, pe c’hoazh Hadida e kav Helene Dante ar braz eus an arc’hant. Ganto e vez aozet ivez a bep seurt gouelioù : abadennoù sonerezh, skarzh-grignoloù, tombola. Ur skodenn a bae ivez an 90 ezel, etre 10 ha 3000 €, hervez e c’hoant. Gant tout se e teuont a-benn da zispign etre 25 000 ha 30 000 € dre greizenn. “Ha c’hoazh… D’ar skolioù eo da brientiñ al lec’h. Tud eus ma familh am eus eno evit ober rentaoù-kont deomp, evit evezhiañ p’en em gav ar c’hontener…” emezi. Deus Bro-C’hall e teu ar marc’hadourezh. Met kement a floderezh a zo eno ma ranker bezañ war evezh bras. “Anavezout a ra kevredigezhioù n’o deus ket gallet tennañ gounid eus o marc’hadourezh.” emezi.

Ingal e vez kaset keloù gant ar skolioù. Tro o deus bet da vont betek Segou, bloavezhioù goude, ha gwelet o deus e vez diwallet ouzh an dafar. Reiñ a ra c’hoant dezho kenderc’hel.

  • Ur pennad embannet en niverenn 771 – d’an 20 a viz Meurzh 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez