Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Fablennoù La Fontaine

Gant meur a aozer, 85 pajenn, embannet gant TES

Ul levr kaer eo hemañ : golo kartoñs, ment vras, 26,5×32,5, gant ur bladenn da heul a glever warni sonerezh Yann Tiersen hag an 39 mojenn bet lakaet e brezhoneg gant tud troet war ar mojennoù evel Paotr Treoure ha Daniel Doujet, evel-just, met ivez Stevan Kerhoret ha betek Prosper Proux. Dibunet int gant tud o mouezhioù anavezet : Marie Kermarrec, Loeiza Beauvir, David ar Gall, Natacha ar Gall, Kristof ar Menn, Herri Morvan…

El levr e kaver mojennoù skrivet bras, kinniget war bep a bajenn doubl, kinklet gant oberennoù tresourien eus ar vro, Julien Lamanda, Malo ar Menn, Anna Duval-Guennoc, Christophe Laze, pep hini gant e stil dezhañ e-unan. 19 zo en holl. Diaes o menegiñ holl.

Embannet eo gant TES. Setu e vez kinniget tout se gant palioù pedagogel. Da bep mojenn un niverenn evit ma adkavfe aesoc’h al lennerien an enrolladenn. Met ivez displegadennoù evit ar gerioù diaes, war ar skrivagnerien, war an doare m’eo bet kaset an oberenn da benn…

Peadra zo aze da dapout skiant, da geñveriañ gant ar bed a-vremañ.

Da brenañ amañ : Coop Breizh

Da lenn

Da lenn ivez