Ur gemennadenn a-berzh Splann ! :
Deuit ‘ta da fest Splann ! Pijadur ‘vo, me lar’ deoc’h ! Evel just ‘vo komzet en-dro deus enklaskoù ‘oa embannet ganeomp abaoe ur bloaz bremañ. Ouzhpenn-da-se, vo pedet kazetennerezed ha kazetennerien deus mediaoù dizalc’h all. E-giz-se e vo klasket kompren gwelloc’h pesa mod vez kaset a-benn al labour-se ‘ba’ lec’hoù all.
Komzerezh ‘vo, sur ! Met n’eo ket ur fest ma n’eo ket danset ! Da noz ‘vo ur sonadeg evit disoc’h an devezh evel ‘faota ! Deuit ‘ta da harpañ an ONG enklask kentañ savet gant kazetennerezed ha kazetennerien eus Breizh. Afer en deus Splann ! bout soutenet ganeoc’h c’hoazh evit sevel enklaskoù nevez.
PROGRAMM : KOMZEREZH – TABUTEREZH – SONEREZH
- 3e30- 17e : An enklaskoù embannet gant Splann ! : IBERDROLA. PA VEZ LOUZ AR JEU GANT AN ENERGIEZH « NAET », kinniget gant ar gazetennerez Itzel Marie Diaz. // BREIZH : C’HWEZH AN AMONIAK ER MAEZ, kinniget gant ar gazetennerez Caroline Trouillet.
Kaset da benn gant Jeanne La Prairie. - 5e30-7h : Enklaskoù-lec’h, ‘pezh zo dleet, ‘pezh zo dies ? Kinniget gant Nicolas de la Casinière, deus La Lettre à Lulu, Julien Collinet deus La Topette, Nolwenn Weiler deus Basta!
Kaset da benn gant Sylvain Ernault. Priz : Evit mann - Sonadeg da 7e30 – IMPRO FUNK gant ar strollad Les Entités, deus Roazhon. Priz : Evit mann gant ar gartenn « sortir » / 3 € a-raok : https://labassecour.org/21mai2022/ / 5 € war al lec’h (war al lec’h e vo ‘pezh ‘foata da evañ ha debriñ !)
Liamm an darvoud Facebook : amañ