Berzh o doa graet an abadennoù flapañ berr etre ar blenier – Yann-Baol, ur paotr war-dro 50 vloaz – hag e genweturerien. Ken en deus soñjet skipailh Brezhoweb kinnig un eil rummad.
D’ar sadorn 8 a viz Genver, en Alre, e studio nevez Brezhoweb – 150m², 6 metr uhelder – eo kroget gant filmañ eil koulzad Flapakarr. 3 sizhunvezh e pado, amzer filmañ 26 rann, da lâret eo etre 2 ha 3 rann bemdez.
Etre 2,5 ha 3 munutenn e pado pep rann, skignet ma vo an heuliadenn adalek an distro-skol (miz Gwengolo 2022) war Brezhoweb. Kenbroduet eo ar serienn gant Mara Films (produour deus Bro-Okitania) ha Brezhoweb, gant skoazell rannvro Breizh hag ar CNC, ha gant perzh France Télévision, Tébéo, Tébésud ha TV Roazhon.
Fentus
Ar vrezhonegerien n’o deus ket kalz a choaz evit an heuliadennoù e brezhoneg. Peurliesañ e vez advouezhiet heuliadennoù polis un tam kriz, pe “du”. “Setu perak eo pouezus evidomp produiñ ivez heuliadennoù fent, evit c’hoarzhin e brezhoneg. Pouezus eo degas da soñj hor sellerien eo liammet ar brezhoneg gant traoù all estroc’h evit muntroù ha kudennoù sokial. Farsal ha goapaat a c’haller ober gant hor yezh ivez !” eme Florent Grouin, eus Brezhoweb.
Produiñ e brezhoneg
Soñjet, ijinet ha skrivet e brezhoneg eo bet an heuliadenn gant Goulwena an Henaff hag Aziliz Bourgès. An holl dud pedet er skipailh teknik (seveniñ, gouleier, son, rener arzel…) a oar brezhoneg. 30 komedian, 12 den evit ar skipailh teknikel war al leurenn, mui 7 den arall evit ar rakproduiñ hag ar post produiñ. Da lâret eo tost 50 brezhoneger o labourat war Flapakarr ! N’eus nemet produer Mara Films (Bro-Okitania) ha na oar ket brezhoneg, a-benn ar fin !
Arouezius hag entanus eo gwelet ar Vretoned hag an Okitaniz o kenweturiñ ivez. E Bro-Okitania eo ganet ar mennozh e gwirinoez, gant ar memes youl hag e Breizh : sevel un heuliadenn diazezet war fent ispisial ur yezh hag ur vro, ha diorren un hentenn vicherel e bed ar c’hleweled en ur yezh vinorel. Oc Veituratge (hec’h anv okitanek) a zo bet produet ha skignet war Oc-télé, chadenn c’hoar Brezhoweb.
Yann-Fañch Jacq
Ur pennad embannet en niverenn 869, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2022.