Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Glasaat ar produiñ

Lañs he deus roet ar gevredigezh Fredon da goulzadoù kizidikaat bugale ar skolioù ouzh talvoudegezh ar plant da reiñ bleunioù ha da sikour al laboused preizh da zreistbevañ, bodet dindan anv Des fleurs et des ailes.

Ur gevredigezh troet war ar yec’hed eo Fredon, a gaver e pep rannvro a Vro-C’hall, pep hini o kas war-raok he oberezhioù. Hag evel-se Fredon Breizh, 20 implijiad, lec’hiet e Thorigné-Fouillard, a gas war-raok he c’houlzad, war 4 departamant Breizh hepken. Arc’hantaet eo ar raktres gant Bledina, Danone, ha dresit-holl Ardo, ur stal arbennikaet war ar produiñ legumajoù skornet. Kerkent hag e 2020 eo aet Gaetan Tadier e darempred gant peizanted ar vro, dre hanterouriezh ar c’hoperativoù. Ha kavet 190 anezho, e su Breizh dreist-holl, evel Thomas Le Bris, produer laezh ha legumaj e Kerros, e Banaleg, laouen da gemer perzh er raktresoù. Betek fin 2022 e padint. Goude e vo d’ar beizanted, ma fell dezho, da genderc’hel. Evit poent n’o deus netra da zispign. Pep tra a vez pourchaset gant Fredon.

Aesaat d’al laboused-preizh.

3 seurt laboused a vez sikouret dre staliañ kludoù, uhel a-walc’h peurvuiañ evit ma vefent e surentez ? Da 2,5 metr uhelder e vo staliet hini ar faucon crecerelle, war peulioù. Uheloc’h, betek 8 metr, war ar gwez e vo lakaet reoù ar chouette-hulotte hag ar chouette effraie evit n’o dije ket da c’houzañv freuz ar gaerell-vras. E koad adaozet int bet savet, e Dinan, gant un Esat, hervez ar muzulioù roet dezho. 115 klud a zo bet staliet evit poent. 140 a zo raktreset evit fin ar bloaz, brasañ raktres a seurt-se e Bro-C’hall.

Hadañ bleunioù

Ur raktres all a zo ganto ivez, broudañ ar beizanted da gaout bleunioù e-kichen o douaroù evit ma sachfe evezh an amprevaned. 4 seurt plant a vez roet dezho da hadañ – 2 da badout bloaz, 2 da vleuniañ meur a vloaz diouzh renk – digoust.

Bez’ e c’hell ar beizanted kemer perzh e hini pe hini eus ar raktresoù. Pe en daou, evel m’en deus graet Thomas Le Bris. A-benn kizidikaat ar vugale d’e breder zo bet pedet – d’ar Yaou 30 a viz Even – skolioù ar c’hornad – klasoù skol Diwan ha skol Mona Ozouf Banaleg – da zont war al lec’h da welet an disoc’hoù a-dost.

Yann-Fañch Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 894, d’an 29 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez