Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Golf e brezhoneg

Kinnig a ra ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg un devezh a-bezh e brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel, e Langoned. Setu, da heul, programm an devezh :

  • 10e – 12e30

Emvod aozañ GBB 2023

Bez’ e vo un emvod evit an dud nevez hag ar re engouestlet dija, digor d’an holl a fell dezho kemer perzh e aozadur ar gouel. Ober anaoudegezh, displegañ ar raktres hag eskemm mennozhioù e vo ar pal.

Sal ar re yaouank, a-us mediaoueg Langoned

  • 12e30 – 2e30

Pik-nik – Grilhadennoù

Pep hini a gaso traouigoù evit debriñ hag evañ. Tu vo prenañ kig war-eeun asambles (gwelloc’h kas monneizh, aesoc’h e vo). Mignoned ar Brezhoneg a gaso ar grilh hag ar glaou.

E bouc’h Langoned

  • 2e30 – 5e gm

Abadenn golf e brezhoneg

Kinniget e vo, asambles gant kevredigezh “Golf Nature Langonnet”, deskiñ c’hoari golf e brezhoneg.

Tachenn golf Langoned, a-dreñv an dachenn mell-droad


Priz : digoust e vo. Ret eo lakaat he/e anv o kas ur postel da darempred@mignoned.bzh

Dafar da gas : netra ispisial estreget botoù dizouriñ ma vez glav.

Ur banne ‘vo profet d’an holl gant Mignoned ar Brezhoneg e fin an devezh.

Da lenn

Da lenn ivez