Setu ar pezh a faot da zaou zen yaouank ober. Nevez o deus roet lañs d’o stal e Plouziri. Gant ur priz e oa bet enoret o raktres e dibenn 2022.
Ijinourien e oa Jefferson ar Bihan ha Xavier Lambert en aerlestrerezh. Ober a rae Jefferson ar Bihan war-dro biñsaskelloù. Diouzh e du e laboure Xavier Lambert en arme e Lañveog. An eil hag egile o devoa c’hoant d’ober traoù all. E 2020 o deus krouet Breizh Bell, un atant da c’hounit kebell-touseg. A-raok o deus klasket deskiñ ha studiañ kement tra a denn d’ar c’hebell-touseg. Pa’z eus bet kavet dezho e oant prest krog ganti da vat. Bio ha low-tech eo o atant. En ul lab emañ, e Plouziri. Ar pal eo lakaat ar c’hebell-touseg da greskiñ hep implijout dour nag energiezh, nemet an hini a broduont o-unan. En holl o deus 15 spesad, ar pezh a laka anezho da werzhañ evit debriñ met ivez evit ar medisinerezh pe al labour-douar rak lod eus ar spesadoù a zo mat da bindivikaat an douar. Gwerzhañ a reont d’an tiez-debriñ ha war ar marc’hadoù. Had a vez gwerzhet ganto ivez.
Derc’hel da vont war-raok
E deroù 2023 e teuint d’an trede-lec’h « Ar PAM » e kreiz-kêr Brest, hep dilezel o lab e Plouziri — un arnodva a vo, gant 80 m2 ennañ. E Plouziri e kresko an niver a spesadoù produet evit tizhout 30. Ar werzh a zlefe bezañ daougementet, betek 300 000 € e 2023. Mont war-zu an dud a fell dezho ober ivez. Gwerzhañ had war ar marc’hadoù n’eo ket trawalc’h. C’hoant o deus da vont pelloc’h en ur lakaat an neb en defe c’hoant da c’hounit kebell-touseg e-unan da zeskiñ penaos ober. Stummadurioù a vo savet ganto en amzer-dazont ivez.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 918, d’an 10 a viz Genver 2023.