Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gwastell Nedeleg

Ar wastell Nedeleg-se he deus meur a wiskad enni. Pevar etre tout : an hini a-zindan a vez graet gant greun, datez ha frouezh sec’h, war-se e vez lakaet ur “ganach” chokolad ha war-se c’hoazh e vez lakaet ur c’hoaven graet diwar kraoñ koko hag, er fin, war-lein, ur gwiskad frouezh didroc’het ar bravañ ma c’haller…

Peadra da reiñ plijadur d’an dud a zebro ar gachenn vurzhudus-se, sur ha n’eo ket marteze ! © Timothée Messager

Aozennoù :

* 270 g meskaj frouezh sec’h : lakaomp 100 g alamandez, 100 g kraoñ-kelvez ha 70 g kraoñ boutin

* 90 g datez blot (ar re “mazafati” deus Iran a zo mat d’ober se)

* 2 loaiad eoul evel hini olivez peotramant tro-heol

* 250 g koulourdr bleudek evel potimarron, buttercup pe Glas Bro-Hongaria

* 250 g chokolad du pasterezh (an hini 70 % kakao a dammoù munut a deuz buan hag a a zo mat)

* 3 pe 4 loaiad dour

* Ur voestad-mir koaven-goko (400 ml gant 21 % a zanvez druz. Ma rit gant koaven-goko moanoc’h ne ‘z aio ket en-dro)

* 2 loaiad siro agav

* Frouezh da fichañ ar wastell : mañdarin, orañjez, kiwi…

* Holen

Pazennoù :

1 – Lakait ar voestad-mir koaven-goko er yenerez an deiz a-raok fardañ ar wastell. Lakait anezhi war an tu-gin, da lâret eo pennboellet abalamour e vez implijet nemet al lodenn galet (an druzoni) er rekipe hag a vez lamet an dour. Aesetoc’h e vez dastum an druzoni neuze pa ‘z eo bet lakaet er yenerez e stumm-se.

2 – Malit an holl frouezh sec’h asambles en ur mekanik da valañ (robot kegin). Ne vez ket malet re vunut peogwir hon eus c’hoant da gaout tammoù bihan frouezh sec’h da chaokat.

3 – Troc’hit munut an datez gant ur gontell ha stummit un toaz unvan (ne ‘za ket en-dro gant datez re sec’h).

4 – Meskit asambles poultrenn ar frouezh sec’h, an datez, al loaiadoù eoul hag an holen. Stummit ur voulenn toaz. Sañset ne vez na re sec’h na re c’hleb. Ma kavit anezhi re c’hleb, lakait ul loaiad poultrenn frouezh sec’h ouzhpenn. Ma vez re sec’h lakait ur dakenn dour ouzhpenn.

5 – Ledet e vez an toaz-se e foñs ur moull tartezenn. Ar re a zo moaien tennañ ar foñs a zo gwelloc’h pa vez ezhomm troc’hañ ar wastell… Ur gwiskad daou pe dri sañtimetr anezhi a zo mat. N’eo ket ret ober bordoù met nemet ur c’helc’h e foñs.

6 – Bremañ d’ober ar ganach chokolad e vez fardet da gentañ penn ar c’houlourdr. Peilhit anezhi ma vez ezhomm, darn evel ar potimarron a zo mat he c’hroc’hen. Troc’hit ar choulourdr a dammoù bihan ha lakait en ur gastelodenn gant ur banne dour, pas re, a hend-all e pad pelloc’h. Lakait ur meudad holen ha da boazhat e-pad 10 munutenn pa vez blot hag aes da droc’hañ. Pa vez poazhet, laoskit a-gostez.

7 – Lakait ar chokolad da deuziñ gant “bain-marie”. Pa vez teuzet mat meskit anezhañ gant ar c’houlourdr poazhet ha grit ur yod flour gant ur mekanik (ar jirafenn evit ober ar soubenn).

8 – Ledit ar yod chokolad-se war ar gwiskad frouezh sec’h. Ingalit mat gant ur maris (spanell en plastik) ha lakait er yenerez da c’hortoz e vefe yen.

9 – E keit-se, kemerit ar voestad-mir koaven-goko bet lakaet er yenerez. Digorit anezhi ha sañset e vez al lodenn galet ha drusañ e foñs ma ‘peus lakaet anezhi war an tu-gin. Miret e vez an dour-koko d’ober soubenn, pe kuri fer, pe me oar…

10 – Basit al lodenn galet-se gant ur foued d’ober koaven. Lakait al loaiadoù siros agav mesk-ha- mesk gant ar c’hoaven-se. Meskit adarre. Ledit ar c’hoaven-se war ar gwiskad chokolad yenaet. Ingallt mat adarre. Lakait er yenerez.

11 – E penn diwezhañ an avañtur-mañ didroc’hit tammoù frouezh fresk da fichañ lein ar wastell ha da lakaat an dud da c’hloaourenniñ o sellet ouzh ar wastell o tont ouzh taol… Graet em eus gant ruilhennoù mañdarinez war ar foto met gallout a reer ober gant ar pezh a garit en gwirionez. Lakait ar wastell er yenerez un eurvezh pe ziv a-raok dispakañ anezhi e-kerzh ur pred gouel bennaket…


Ur rekipe gant Timothée Messager embannet en niverenn 811, d’ar 25 a viz Kerzu 2021.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez