Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Istorioù bihan Breizh

Istorioù bihan Breizh, gant Michèle Guilloux ha Gwenola Pochard, embannet gant TES

Ul levr brav ma zo unan, ha c’heuc’h : golo kartoñs, tresadennoù ha skeudennoù a galite. Setu taolennet istor Breizh gant kinnig pevar ha daou-ugent darvoud, lec’hiet war ur frizenn gronologel.

Evit pep hini anezho ur rentañ-kont skiantel gant forzh poltridi (3, 4) ha pennadoù displegañ. War ar bajenn a-zehou ur skrid evit kontañ buhez pemdeziek an dud d’ar mare-se, skeudennaouet brav gant Samuel Bousquet.

Dispar eo ar mennozh. Bez’ e c’hell ur skolaer kregiñ gant studiañ un destenn verr ha ledanaat goude dre degas menegoù istorel.

Embannet e oa bet e galleg da gentañ gant Locus Solus ha troet e brezhoneg gant Maguy Kerisit. Brav eo an disoc’h, maketennet a bennadoù berr, liv e-leizh. Bez’ e tlefe plijout rak ur mod skañv eo da deurel pled ouzh istor ar vro.

Da brenañ amañ : Bannoù-heol

Da lenn

Da lenn ivez