Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kendiviz-eskemm

Ur c’hendiviz-eskemm aozet gant Kevre Gwirioù Mab-den Kemper d’an 11 a viz Meurzh da 6 eur noz e skol-veur Pêr-Jakez Helias Kemper.

  • 5000 den “UNANET EVIT AR BREZHONEG” zo bet o vanifestiñ e Kemper d’an 13 a viz Meurzh evit ur c’henemglev Stad-Rannvro uhelek.
  • 12 000 e oant d’an 29 a viz Mae 2021 e Gwengamp a-enep torr ar c’helenndre soubidigezh hag an “ñ” gant Kuzul ar Vonreizh da heul votadeg ledan arbarlamantourien evit “lezenn Molac” a-enep da c’houlenn ar Gouarnamant haministr an Deskadurezh vroadel Jean-Michel Blanquer.
  • Eus mellad 2 ar Vonreizh “yezh ar Republik a zo ar galleg” votet e 1992, d’ar mellad 75-1 ‘’ar yezhoù rannvro a zo lod eus glad ar Frañs” degemeret e 2008, ar yezhoù rannvro, goude bezañ bet berzet er skolioù, dalc’het e-maez ar vuhez foran, a zo o stourm muioc’h eget biskoazh.

Renket gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar, penaos e c’hell a rbrezhoneg hag a oa yezh kentañ 300 000 a dud e penn kentañ an 20vet kantved, chom bev evel yezh er gevredigezh tra m’eo bet dizoloet danevell Bernabé/Dubourg-Lavroff o kadarnaat enebiezh an Deskadurezh vroadel ouzh pedagogiezh ar soubidigezh e brezhoneg daoust d’ar berzh na c’hell ket bezañ dislavaret ?
Peseurt gwir a zo neuze gant ar gomzerien ha da gentañ gant ar rummadoù nevez digor war ar bed a adperc’henn ar brezhoneg (sontadeg TMOOuest 2018) gant skoazell ar strollegezhioù, an departamantoù, ar Rannvro hag a-wechoù ar Stad ?

EZTAOLADENNOÙ :

1 – Ar gwallziforc’h yezh, petra eo ? lusket gant Philippe Blanchet, kadoriad Kuzul Akademikel skol-veur Roazhon 2. Kelenner sokioyezhoniezh ha kelennouriezh ar yezhoù. Skridaozer “Discriminations : combattre la glottophobie”. Ezel kreizenn studi ar yezhoù, tiriadoù hag identelezhioù sevenadurel – Breizh ha yezhoù minorezhel.
2 – Kerzhadeg hir al lezenn. Peseurt politikerezh yezh rannvro ? lusket gant Paul Molac, kannad ar Mor-Bihan. Ezel ar strollad Frankizoù ha Tiriadoù er Vodadenn vroadel, skridaozer ar c’hinnig a zo deut da vezañ lezenn gwareziñ glad ha kas war-raok yezhoù rannvro an 21 a viz Mae 2021. Kadoriad Ofis publik ar brezhoneg
3 – Treuzkas ar brezhoneg er familh, a nevez ? lusket gant Katell Chantreau, danvez-doktorez o labourat war un dezenn skiant an deskadurezh diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù, skol-veur Roazhon 2.

TITOUROÙ PLEUSTREK

Skol-veur Per-Jakez Helias, 18 bali Aod ar re Gaezh, 29000 Kemper.

E galleg e vo ar c’hendiviz. Mont tre digoust. Diskouez an tremen vaksinel dre ret. Dougen ar maskl dre ret.

Aozet gant Kevre Gwirioù Mab-den Kemper : Ti Pierre Waldeck-Rousseau (leurenn gevredigezhel), 1, alezenn Jean-René Calloc’h, 29000 Kemper – 06 44 00 65 37

Lenn ar follenn-pleg divyezhek : amañ

Da lenn

Da lenn ivez