Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kengred etre ar pobloù

Kengred” eo ar ger a-feson evit taolenniñ ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh “Les Utopistes en action” hag ar skol o deus savet e 2018 : L’école alternative des Monts d’Arrée. Heuliet en deus ar sevenour Jean-François Castell an dud a-youl-vat hag ar repuidi hag ar goulennerien bod a vez skoazellet ganto. Un teulfilm 52 munutenn a vo skignet d’ar 17 a viz C’hwevrer 2022 – produet gant Aligal Production, France Télévision, TVR, Tébéo ha TébéSud.

© Jean-François Castell / Entre les Peuples – Etre ar pobloù

Adalek miz Even 2020 en deus troet Jean-François Castell e-pad 14 miz. Filmañ a rae ur sizhun bep miz dre soubidigezh, o vevañ war al lec’h penn-da-benn. Un aergelc’h rediet a oa hervezañ evit gellet filmañ ar vuhez evel ma vez en unan eus al lec’hioù nemeto e-giz-se e Bro-C’hall. “A-bouez e oa bevañ ganto evit gellet laoskel ar c’hamera ur wech an amzer ha c’hoari mell-droad pe debriñ asambles, un doare d’ober anaoudegezh ha da gaout fiziañs an holl.” eme ar sevenour bet prizet meur a wech.

Ul lec’h hag ur skol

E 2016 e veze dastumet dilhad gant Sandrine Corre hag un nebeud tud eus kreiz Breizh evit kas anezho da “janglenn” Calais ha sikour ar repuidi stanket eno gant ar c’hoant mont da Vro-Saoz. Pa oa bet dismantret al lec’h-se gant Ministr an Diabarzh – d’ar mare-se Bernard Cazeneuve – e oa bet dispartiet ar repuidi un tamm pep lec’h e Bro-C’hall. En em gavet e oa un nebeud anezho e Lambaol-Gwimilio ha Sandrine hag he mignoned a oa aet da gejañ ganto. E 2018 o deus divizet ne c’hellent ket chom hep kemer perzh da zegemer anezho. Krouet o deus ur gevredigezh – Les Utopistes en action – evit sevel ul lec’h hag ur skol gant ar c’hoant sikour anezho en o hentad evel repuidi e Bro-C’hall.

E miz Even 2020 e krog an teulfilm “Entre les peuples – Etre ar pobloù” pa ‘z en doa skarzhet maer nevez Ar C’hloastr-Plourin ar gevredigezh eus ar salioù prestet betek-henn. Da c’hortoz e veze feurmet un ti gant ar gevredigezh e heulier an darempredoù gant kumun Pleiber-Krist a zegemero anezhi en ur savadur adalek an nevezamzer 2021. Ul lec’h hag ur skol evit Ayouba, Mamadou, Abel, Alhassane, Majed, Mohamad hag ar re all.

Tud a-youl-vat hepken

Abaoe 2018 e vev atav tro 20 repuad hag a heuilh kentelioù a-drugarez da gelennerezed ha kelennerien youlek. Kentelioù galleg, kentelioù matematikoù ha memes kentelioù brezhoneg a vez heuliet gant ar repuidi, minored o-unan divroet evit ar braz anezho. “Muioc’h eget ur gevredigezh gant tud a-youl-vat ha tud sikouret, ur gwir familh eo.” a resisa Jean-François Castell a-raok ouzhpennañ e c’heller skoazell ar gevredigezh gant he c’hont HelloAsso. “Ezhomm o deus 10 000 € bep bloaz evit ar mont-en-dro hag evel-just eo diaesoc’h abaoe mare ar c’hovid peogwir ne c’hellont ket aozañ darvoudoù a servij da zastum arc’hant.”

Skignadenn gentañ an teulfilm “Entre les peuples – Etre ar pobloù” a vo d’ar yaou 17 a viz C’hwevrer da 10e35 da noz war France 3 Breizh. War-lerc’h e vo ur vannadenn er sinema La Salamandre e Montroulez. “Un abardaevezh e vo evit ma c’hello dont an holl hag evit gellout aozañ ur gaozeadenn da c’houde.” a gloz ar sevenour. E miz Meurzh e vo skignet gant ar chadennoù lec’hel : TVRennes, Tébéo ha TébéSud.

Evit gouzout hiroc’h

Evit ar re o defe c’hoant mont pelloc’h ganti e c’heller selaou podkastoù atersadennoù savet gant Sandrine Gaspard e “L’école Alternative des Monts d’Arrée” anvet “Les chemins de l’école”.

War lec’hienn ar radio enlinenn “Radio Ribin, mouezh an Are” e c’heller adkavout, da skouer, an hini diwezhañ — ar 6vet abadenn embannet d’an 19 a viz Genver 2022 — anvet “Philippe ha Leslie”. Philippe a zo deuet deus Bro-Gameroun hag en deus kejet gant Leslie, a-youl-vat er skol. Rannañ a reont gant ar selaouerezed ha gant ar selaouerien o hentad, o c’hejadenn, o diaezamantoù hag ivez o raktresoù.

E miz Du e voe embannet er 5vet abadenn atersadenn Sandrine ha Loic — krouerien ar gevredigezh — a gomz eus o buhez pemdeziek evel tud a-youl-vat hag o engouestl diehan evit ar repuidi.

NG

  • Ur pennad embannet en niverenn 870 – d’an 11 a viz C’hwevrer 2022.
  • Hizivadur (18/2/22) : evit adtapout an teulfilm : amañ

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez