Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kenstrivadeg danevelloù

E miz Meurzh hon eus roet lañs da genstrivadeg danevelloù Kemper.

Tro-dro d’an dodenn “An dour” e oa bet ar pluennoù o tañsal, ha trizek skrid disheñvel-mik a oa bet resevet. Pinvidigezh ar yezh ha liesseurtegezh an ijin a zo en em gavet en istorioù. War red ar stêr Aven, a Vreizh da Afrika ha betek planedenn Veurzh o deus lakaet ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed an dud da veajiñ. Gourc’hemennoù d’an holl o deus kemeret perzh !

An trede priz a zo bet gounezet gant Gwenvred Latimier-Kervella, skrivet ganti “Ar poull-neuial”. Evit ar skrid anvet “Feunteun ar burzhudoù” eo bet tapet an eil priz gant Jean Le Clerc de la Herverie, hag aet eo ar maout gant Tanguy Legavre evit “An eil elfenn”.

Laouen eo Ti ar Vro Kemper gant ar c’hemer perzh a zo bet dindan ken berr-amzer, dreist-holl pand eo bet kaset skridoù a bep korn eus ar vro (departamantoù 29, 56, 22, 35) !

Skipailh Ti ar Vro Kemper

An danevelloù a c’heller lenn amañ.

Da lenn

Da lenn ivez