Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kernitron-al-Lann

E 2019 eo bet krouet Kuzul Skoazell ar skol Diwan. O klask ul lec’h evit gellout digeriñ ar skol emañ. “Bugale a zo rakenskrivet ha dastumet e oa bet 15 000 € gant ur prantad arc’hantaouiñ, ar pezh a ziskouez ez eus ur youl” eme izili ar C’huzul. E miz Gouere 2021 e oa bet kavet ul lec’h ha raktreset gant Diwan digeriñ e miz Gwengolo met kudennoù a zo bet ha ret eo bet daleañ an digeriñ betek miz Gwengolo 2022. Bez’ emañ ar c’huzul o klask “un dachenn etre 500 ha 1000 m2 pe ur savadur etre 80 ha 120 m2 gant ur porzh etre 300 m2 ha 500 m2 e Kernitron-al-Lann pe e Gwinieg-Breizh”.

Darempred : skoazell.diwan.kernitron@gmail.com

Da lenn

Da lenn ivez