Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kreskiñ a ra poblañs rannvro Breizh

Emañ an INSEE o paouez embann ar sifroù. Ur c’hresk a zo gant ar boblañs dre vras met ivez gant ar ganedigezhioù.

Kresket o deus ar ganedigezhioù evit ar wech kentañ abaoe 10 vloaz. © Freepik

Evit ar wech kentañ abaoe dek vloaz eo kresket ar ganedigezhioù. E 2021 ez eus ganet 32 065 babig, 1 072 muioc’h eget e 2020 (+3,5 %). Breizh a zo ar rannvro gant ar c’hresk brasañ e 2021. Kresk ar ganedigezhioù a vez merzhet war ar maez peurgetket (+ 4,6 %) tra ma chom izeloc’h e kêr (+2,2 %). E bourc’hioù departamant Aodoù-an-Arvor an hini eo e kaver ar c’hresk kreñvañ (8,7 %).

Muioc’h a dud e Breizh.

Pa vez keñveriet ar ganedigezhioù hag ar marvioù e vez gwelet e chomer gant un diforc’h. 5 000 den ouzhpenn a zo aet d’an Anaon eget a vabigoù ganet. Koulskoude eo kresket poblañs ar rannvro eus 16 500 annezad (+0,5%) peogwir ez eus deuet tud da chom e Breizh. 3 403 000 a annezidi a oa e deroù 2022. En Il-ha-Gwilen e kaver an drederenn eus ar boblañs (32,6 %), e Penn-ar-Bed 27,1 %, er Mor-Bihan 22,6 %, en Aodoù-an-Arvor 17,7 %. Ma kresk ar boblañs e pep hini eus departamantoù rannvro Breizh n’eo ket heñvel e pep lec’h : ouzhpenn 9 400 en Il-ha-Gwilen (+0,9 %), ouzhpenn 3 800 er Morbihan (+0,5%), ouzhpenn 500 en Aodoù-an-Arvor (+0,1 %), ouzhpenn 2 800 e Penn-ar-Bed (+0,3 %).

Tri Breizhat diwar zek a zo aet en tu-hont d’o 60 vloaz. Bras eo an diforc’h etre an Il-ha-Gwilen hag an departamantoù all peogwir n’eus nemet 24,4 % eus an dud gant ouzhpenn 60 vloaz eno tra ma ‘z eus 34,5 % en Aodoù-an-Arvor, 33,5 % er Morbihan, hag 31,7 % e Penn-ar-Bed. Diskouez a ra splann ar sifroù an diforc’h a zo etre reter Breizh hag an departamantoù all. Birvidikoc’h eo ar reter e-keñver an ekonomiezh ha santet e vez an dra-se pa studier ar boblañs ivez.

N’eo ket bet embannet c’hoazh ar sifroù evit departamant al Liger-Atlantel met desachañ a ra tud ingal ivez abaoe bloavezhioù. Kreskiñ a ra ar boblañs eus 1,2 % bep bloaz abaoe dek vloaz el Liger-Atlantel.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 912, d’an 29 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez