Keleier e brezhoneg abaoe 2005

La Belle Tamisier

Brudet eo straed Sant-Maloù Brest, e traoñ uhelenn ar Gapusined, abalamour m’he deus dreistbevet da heul bombezadegoù an Eil Brezel Bed. Gwarezet e vez a-drugarez d’ar gevredigezh Vivre La Rue. Un testenni talvoudus deus istor Brest eo, hag o vont da bourmen enni e c’heller klevet komz eus ur vaouez dizanv : La Belle Tamisier.

E straed Sant-Maloù e c’heller gwelet al livaj street-art-mañ.

Lesanvet eo-hi “La Belle Tamisier” peogwir ne anavezer ket hec’h anv. Hervez klevet he doa lakaet tan e 1782 en un ospis a oa e-kichen straed Sant-Maloù e Brest, meret gant seurezed.

Maouezed disuj bac’het

Refuge Royal pe Refuge de la Madeleine a oa anv al lec’h-se ma veze bac’het eno maouezed disuj ha ne zoujent ket ouzh reolennoù buhezegezh gwechall.
Merc’hed yaouank o vezañ mammoù, gisti, merc’hed kollet o spered hag ivez stourmerezed, merc’hed gant savboentoù kreñv, pe c’hoazh merc’hed bac’het gant o gwazed martoloded e-pad ma oa,int, war vor… Tud a bep seurt a veze bac’het eno dindan goulenn ar wazed tro-dro dezho. Gwallgaset e veze ar prizoniadezed gant ar seurezed, skoet ha merket gant an houarn e vezent a-raok bezañ rediet da labourat 12 eurvezh bemdez evit ar morlu Royale. Rouederezed pe c’hoazh kivijerezed e vezent.

Lakaat tan evit ar frankiz

E miz C’hwevrer 1782 eo bet kaset “La Belle Tamisier” d’an toullbac’h-se gant Vincent La Tulipe, tabouliner major e kêr ha tad-kaer dezhi. 10 deiz war-lerc’h, da sul Meurlarjez, he defe lakaet tan d’ar savadur. Diouzh ar pezh a vez kontet, he defe disklêriet (e galleg) : “Amañ e rin ma meurlarjez din-me !”. Hervez roudoù an istor ez eus chañs bras e voe kroget an tan en he c’hambr. Ur wech diskaret an toull-bac’h e voe kaset ar prizoniadezed da doull-bac’h ar C’hastell, siwazh dezho, pe dizalc’het un darn all anezho. Roud ebet ken eus La Belle Tamisier avat. Un arouez feminist e talc’h da vezañ hiziv ar vaouez e memor a-stroll ar straed brestat dibar-se.

C. Argouarc’h


Ur pennad embannet en niverenn 665, d’an 8 a viz Meurzh 2018.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez