Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Levezon padelezh an noz

Evit ar c’hrizantem e vez aotreet ar bleuñv adalek 10 eurvezh noz. © PxHere

E miz Du emaomp, teñvaloc’h eo an devezioù er mare-mañ e hemisferenn norzh an Douar. E gwirionez eo hiroc’h padelezh an noz eget hini an deiz abaoe ar reverzhi diskar-amzer d’ar 23 a viz Gwengolo. Emaomp o tostaat ouzh berrañ deiz ha hirañ noz d’ar 21 a viz Kerzu (…teñvaloc’h c’hoazh).

Ez-fetis e verzer : ar gwez hep delioù, an erminig gwenn he blev, nebeud a c’hreun o tiwan er-maez, an arzhed o c’hoañvaat. Padal en nevez-amzer, pa gresko padelezh an deiz en-dro, e vo plant a bep-seurt o tiwan hag o kreskiñ, o vleuniañ… Met penaos e vez merzhet gant an holl boudoù-bev-mañ pegoulz vez ar mare da greskiñ, da goll delioù pe da cheñch liv o blev ? Penaos e vez levezonet o arouezennoù gant padelezh an deiz ?

Anvet eo ar fotoperiodism (photo = goulou, period = koulzad).

Evit ar plant, eo renet an darvoud gant ur volekulenn kizidik d’ar goulou : ar « fitokrom » (phyto : plant, kroma : liv). Gellout a ra bezañ oberiant pe dizoberiant, ha pa vez oberiant e c’hell beajiñ e-barzh kelligoù ar plant da enaouiñ pe mougañ genoù ‘zo.

Goulou ruz a c’hell dihunañ ar fitokrom, hag ar goulou ruz pellañ (infraruz) a lak anezañ da vezañ dizoberiant. E-pad an deiz e vez an hevelep kementad a c’houlou ruz ha infraruz, neuze e vez tost kevatal ar c’hementadoù fitokrom oberiant ha dizoberiant, gant un tammig muioc’h a re oberiant. Padal, e-pad ar c’huzh-heol e vez muioc’h a infraruz eget a ruz er goulou, neuze e krog muioc’h a fitokromoù da dreiñ da zizoberiant. E-pad an noz e kresk (goustadik) c’hoazh ar c’hementad fitokromoù dizoberiant. Seul hiroc’h an noz, seul niverusoc’h ar fitokromoù dizoberiant. Diouzh ar mintin e adkresk buan ar c’hementad fitokrom oberiant a-drugarez da c’houlou ruz an heol.

En doare-mañ, e c’hell padelezh an noz didermeniñ hag-eñ e vo bleuñv pe get gant ar plant ! Da skouer, evit bleunioù gouel an Hollsent (krizantem) e vo aotreet ar bleuñv adalek 10 eurvezh noz a-drugarez d’ul live fitokrom izel a-walc’h e kelligoù ar plant. E-pad an diskar-amzer n’eo ket difennet ken d’ar c’hrizantem bezañ e-bleuñv gant ar fitokromoù oberiant ! Padal, evit ar bleunioù elestr (iris) eo ret kaout fitokromoù oberiant e-pad pell evit ma vefe aotreet ar bleuñv, setu perak e c’hoarvez pa vez an deiz oc’h hiraat

Da c’houzout : ma ve skerijennet ur blantenn e-pad an noz gant goulou artifisiel, e adkresko buan al live fitokrom oberiant. Ha ken hir e vo an amzer rekis da zigreskiñ anezhañ. En doare-mañ e c’heller difenn d’ur c’hrizantem bleuniañ pe rediañ bleunioù elestr da zont war-wel.

Evel-just, ar fotoperiodism a levezon estreget ar bleuñv : sintezenn meur a hormon disheñvel a vez renet ganti.

En niverenn 914 e welimp penaos e tro an traoù evit al loened !

Sterenn Guerrier

Awenet gant istorioù instagram @valentine.la.venere


Ur pennad embannet en niverenn 912, d’an 29 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez