Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Liammoù etre sevenadurioù

Pa oa bihan e tremene Thomas Aubepart e vakañsoù nepell eus Kemperle. P’en deus lakaet en e soñj digeriñ ur stal te bio zo bet aliet dezhañ en ober e Roazhon. Daou vloaz zo, e miz Ebrel 2019, e tigore Diwàn.

“Digorit an nor ha deuit tre, amzer da gejañ… tro-dro d’ur banne te. Setu ene Diwān !” (lugan ar stal troet eus ar galleg).

Fellout a rae dezhañ ober ul liamm etre ar brezhoneg, an arabeg hag ar perseg, o tegas soñj deus un dastumad barzhonegoù. Rak barzhoniezh a fell dezhañ diskouez, kement ha reiñ da dañva, pe gwerzhañ ar 100 seurt te a zo en e stal. Te bio a fell dezhañ gwerzhañ, nemetken, o tont eus Bro-India evit ar braz anezho – 25-30 % – met ivez eus Bro-Japan – 8-10 %- eus Bro-Sina evit 15 %, eus Tailand evit 6 % met ivez eus ar Viet Nam, al Laos, Taiwan, Korea an norzh… “Alies int disoc’hoù kejadennoù, graet er broioù-se.” emezañ, o soñjal en ur c’heneil e Bro-India, Ansari Fakharuddin, a gas dezhañ reoliek standilhonoù. “C’hoarvezet zo bet din mont war al lec’h, evel warlene e Bro-Japon, pe neuze en Arc’hantina evit boulc’hañ ma c’henwerzh mate, ur evaj kazi broadel eno.” a astenn Thomas Aubepart. Met ne c’hell ket mont e pep lec’h. Implij a ra servijoù ur stal vras a Vro-Alamagn – a zo bet e implijer a-raok – evit pourchas danvez. Ha kontrolliñ a ra c’hoazh an danvez a gaser dezhañ, dre ul labourva a Vro-Alamagn, karget da ziellfennañ ar produioù, da glask eno ar metaloù pounner pe ar radioaktivelezh.

E penn ar chadenn

Daou vloaz goude bezañ loc’het en deus kavet skoazell er rouedad Lokkal, diazezet e Roazhon. Kemer a ra ar re-mañ 10 % war ar gwerzh evit o labour brudañ, efedusaat, kehentiñ. Goude 3 miz he deus gallet Pauline Le Goff, eus Lokkal, lakaat ouzhpenn 30 stal eus kêr-Roazhon da emezellañ da Lokkal. “Ar memes mennozhioù hon eus ha plijus eo. Ur seurt egorenn kenwerzh a-dost eo. Kaset e vez ar produioù dre marc’h-houarn, dindan 48 pe 72 eur, ha strollet e vez an urzhioù-prenañ evit ma vefe nebeutoc’h a vont-dont.” eme Thomas Aubepart. Ha Pauline Le Goff da resisaat. “Tremen a reomp dre an “Triporteur Rennais“, met marteze, warc’hoazh, e raimp gant ar Post.”

  • Ur pennad embannet en niverenn 820 – d’ar 26 a viz C’hwevrer 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez