Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Marsel Diouris

Brezhoneger a-vihanik eo. Kelenner ha klasker war ar bevgimiezh e oa e skol-veur Brest. War e leve emañ bremañ.

Marsel, ganet oc’h er C’houerc’had, er memes kêriadenn hag Anjela Duval. Anavezet ho peus anezhi ?

Er C’houerc’had on ganet, er memes kêriadenn hag Angèle, ya. Tout an dud a rae Angèle diouti. N’eo deuet da vezañ Anjela nemet evit tud an emsav a zeue da wel’ ‘ne’i, pa ‘z eo en em lakaet da skrivañ e brezhoneg, fin ar bloavezhioù 50 ha derou ar bloavezhioù 60. Anavezet mat em eus ‘ne’i hag alies on bet o sikour ‘ne’i war he labourioù war ar maez, ober an eost, ar foenn ha dastum patatez. Ne vezen ket va-unan, nav bugel e oamp, sell. Ne bade ket pell eostañ ur parkad. Ma zad a zeue gant an droc’herezh, sterniet warni div gazeg, ha pemp pe c’hwec’h bugel da erren an drammoù. Hag alies e vije tapet berr Angèle evit fardañ koan. Labourioù all ivez, teilañ, dic’harzhañ, serriñ ar betarabez, c’hwennañ… Soñj ‘m eus ur wech e oan gant ur breur din o tennañ patatez, ti Angèle, gant ur c’hrik, roudenn ha roudenn. Ma zad ‘n ‘oa prenet un dennerezh sachet gant div gazeg. Goude lein ‘oa deuet va breur gant an dennerezh, hag Angèle da lavarout :  “Deuet eo an drailherez”, ‘pezh a ziskwele e oa a-enep an araokaat dija, met ni ne ouiemp ket.

Brezhoneger a-vihanik oc’h. Penaos ho peus bevet ho skoliata e galleg pa ‘z oc’h kroget gant ar skol ?

Er gêr du-mañ ne vije komzet nemet brezhoneg evel ma rae tout an dud war ar maez hag a-viskoazh gant va zud n’em eus komzet nemet e brezhoneg. Gouzout e raemp e oa ur yezh all er skol. Ur ger gallek bennak a ouiemp memestra : “un chien, un chat, une maison”… Un toullad gerioù boutin. Met er skol ne oa nemet ar galleg ha difennet oa deomp kaozeal e brezhoneg. Met war ar porzh-skol, e-pad an ehan, e vije brezhoneg ganemp, ar re diwar ar maez d’an nebeutañ, re ar bourk a gomze galleg. N’em eus ket soñj da vezañ bet kastizet. Ar skolaerez ne ouie ket brezhoneg hag a-wechoù e sode o welout ne gomprenemp netra eus ar pezh a lavare-hi. Neuze ez ae da gerc’hat he gwaz a oa skolaer gant ar re vras. Ne oa nemet daou glas. Eñ ‘ouie brezhoneg hag a selaoue an traoù.

Lavarout a rit ez eus lorc’h ennoc’h da vezañ chomet ur “plouk”. Perak ‘ta ?

Ur plouk, ya ur plouk. Ar brezhoneg oa hor yezh boutin. P’en em gavemp e lec’hioù e lec’h ma vije ret ober gant ar galleg ne gavemp ket ar gerioù dereat hag e chomemp berr war ar gomz. Ruzañ gant ar vezh. Gwisket vezemp gant dilhad ar vreudeur henañ, dilhad bet implijet gant meur a hini bet graet un tamm dresañ dezho ouzhpenn ur wech. Deus ar c’hiz kozh e oamp, giz ar blouked. Gouzout a raemp ne oamp ket evel tud ouzh kêr. Pa oan e Lannuon el lise ha goude e skol-veur Roazhon em boa mezh diskwel e ouien brezhoneg. Klask e raemp, ar re eveldon diwar ar maez, kuzhat e ouiemp brezhoneg. Kamaladed bras din, ne ouient ket e komzen brezhoneg. Goude, pa ‘z on bet anvet e skol-veur Breizh Izel, on bet souezhet bras o welout e preti-ar-studierien studierien o komz brezhoneg a vouezh uhel hep tamm mezh ebet, kentoc’h gant un tamm lorc’h. 68 ‘oa tremenet dre aze. Ha me da soñjal : me ivez ‘oar brezhoneg. Ha tamm-ha-tamm, p’am bije an digarez, e tiskwelen e ouien brezhoneg. Neuze on bet souezhet o welout e oa e skol-veur ar skiantoù meur ar gelenner o tont diwar ar maez eveldon hag a ouie brezhoneg. Pa dremene en trepasoù e vije brezhoneg etrezomp. Setu bremañ e lavaran on bet ur plouk, hag ur plouk on chomet met kentoc’h ur plouk un tamm lorc’hus. Lakaet em eus va anv er gevredigezh Bazhvalan. Siwazh ne zeu ket kalz a vrezhonegerien yaouank da gomz ganin. Marteze ne blij ket dezho ar blouked !

Goude ar vachelouriezh oc’h bet da skol-veur Roazhon. Sur a-walc’h ne oa ket anat d’ar mare-se ?

P’em eus tremenet va bachelouriezh e oamp nebeutoc’h eget 10 pe 12 % e-touez ar re yaouank o tremen an arnodennoù. Setu en da gumun e teuez da vezañ anavezet. Nebeut a ’z ae d’ar skol-veur. Me ne ouien ket e oa deus ar skol-veur. Met lod eus va c’hamaladed o devoa lakaet o anv, ha me ivez d’o heul. Gouzout a raen em befe ur yalc’had, arc’hant a-walc’h da vevañ disoursi. Tremenet ganin, e dibenn ar bloavezh skol kentañ, ur genstrivadeg, “les I.P.E.S.”. Paeet, gant ar stad, e-pad 3 bloavezh goude, d’ober va studioù er skol-veur. Me, deuet da vezañ pinvidik, pinvidikoc’h eget va zud, ha prenet ganin un oto. Gourdrouzet gant va zud : perak foraniñ da arc’hant evel-se ?

Da c’houde oc’h deuet da vezañ kelenner e skol-veur Brest. Plijout a rae deoc’h ho micher ?

Goude va studioù e skol-veur Roazhon zo bet kinniget din ur post kelenner e skol-veur Brest evel erlec’hiad unan aet d’ober e goñje. N’ em ‘oa goulennet netra. Ar bloavezh war-lerc’h on bet anvet da vat. Ne oan ket em bleud. Soñjal ‘rae din ne oan ket em flas, kemeret ganin plas unan barrekoc’h egedon. Lent e oan. Gant “stress” eo ez aen dirak ar studierien, tud yaouank a oad ganin pe dost. Alies ne gaven ket ar gerioù dereat da zisplegañ va c’hentel. Dour c’hwezh a ruilhe dindan va c’hazelloù betek glebiañ va roched. Ne oa ket ur blijadur dreist, pell ac’hane. Soñj em eus bet cheñch micher met paeet mat e oan. Ha tamm-ha-tamm on em voazet d’ar vicher ha tamm keuz ebet bremañ.

War ho leve ho peus adkroget gant ar skol-veur ha studioù all. Petra ho peus desket ?

Pa ‘z on deuet war va leve ne ouien ket petra ober. En va soñj e oa c’hoant gwellaat va brezhoneg. Ma ouien komz ne oan barrek na war ar skrid na war al lenn, kaer din bezañ graet va c’hatekiz e brezhoneg. En sell e oan da vont da dTi an holl da heuliañ kentelioù evit an dud deuet. Kejañ a ris gant ur gelennerez war an danvez keltiek er skol-veur hag homañ a alias ac’hanon da zont da heuliañ he c’hentelioù. Ur c’helenner all a alias ac’hanon da lakat va anv war renk ar studierien, ‘pezh a ris. Gouzout mat a raen evit petra e c’houlennas se diouzhin ; seul vrasoc’h an niver a studierien enskrivet en un dachenn-studi seul aezetoc’h difenn ar postoù kelenn. Graet ganin un aotreegezh hag ur master. Kalz traoù ‘m eus desket, istor ar yezh, rannyezhioù Breizh, ar charre zo bet tro-dro dezho. Evit ar master e kinnigas va c’helennerien din ober un dra bennak diwar Anjela Duval. Ne oan ket re a-du, ne ouien ket diwar petra komz, doareoù bevañ pa oan er memes kêriadenn hag hi. Tamm interest ebet. Ma ouien petra ‘oa he soñjoù diwar al labour-douar hag an araokaat ne ouien ket petra ‘oa he soñjoù en he skridoù. Lennet em oa ur barzhoneg bennak skrivet ganti. Neuze ‘m eus klasket gouzout piv e oa, dre he skridoù ha dreist-holl dre he barzhonnegoù. Danevelloù he buhez int, tamm-pe-damm. Goude zo bet lennet va zeuliad gant Fañch Broudig (ti-embann Emgleo Breiz) a ginnigas din ober ul levr deuet er-maez dindan an titl : Anjela Duval une histoire de deuils impossibles.

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Al liv glas, glaz ar mor, glaz an oabl ha glaz ar geot, glaz an natur. Met ivez ar ruz. E Bro-Dreger zo ur c’hrennlavar implijet kalz : Tout al livioù zo mat / Met ar ruz eo an tad. An dilennidi ‘oa ruz, kommunisted, hep ankounac’haat ar gwin ruz.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Kejañ ouzh va gwreg ha ganedigezh va bugale

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Lec’h m’on ganet, traonienn al Leger, etre Ar C’houerc’had ha Tregrom. Un draonienn sanket don etre div roz serzh e bep tu ha bet kanet ken brav gant Anjela Duval.

Ha peseurt arzour ?

N’on ket gwall varrek war an arzoù. Ma m’em befe nemet unan da gomz outañ eo, sur a-walc’h, Mathurin Meheut.

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Evel an arzoù… N’on ket ivez ur mailh war ar sonerezh. War ar radio e selaouan ar sonerezh. Dedennet on gant ar jazz.

Peseurt bro ho pije c’hoant gweladenniñ ?

Meur a hini, sur a-walc’h. Biskoazh n’on bet en Iwerzhon. Mat e vefe, sur a-walc’h.

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

An onestiz, ober ‘pezh a lavarer. N’eo ket evel hor prezidant ha meur a zilennad.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

War ma leve emaon, setu kuit al labourioù tenn. Plijout a ra din mont d’ober un droiad war va belo. Plijout ra din troadikellat er maezioù didud war hentoù bihan ha sellout diouzh an trevajoù hag an tropelloù saout o peuriñ er parkeier hag, er goañv, mont d’ober koad, troc’hañ, heskennañ, faoutañ gant ar vouc’hal evit ober skilhoù da voueta tan an dommerez. Hag ober war-dro ar jardin.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Oberenn glok Anjela Duval evit adlenn he barzhonnegoù hag ivez E donder va hunvre gant Naig Rozmor.

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

N’on ket ur mailh war ar c’heginañ. Va gwreg zo dornet mat. Pa bedan mignoned din, e ran ur c’hig-ha-fars peurvuiañ pe kig bevin giz Bourgogn.

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Mare bevañ va zad-kozh, marteze. Ganet e oa er bloavezh 1850. Evel-just n’em eus ket anavezet ‘ne’añ. Met evit gwelet hag-eñ zo bet kalz cheñchamantoù war doare al labour-douar gant va zad en doa kemeret e blas.

Petra eo ho  “plijadur” pemdeziek ? 

Lenn ar gazetenn Ouest-France. Bep beure e kavan ‘ne’i en va boest-lizher ha dirak ur volennad kafe e tremenan ur prantad sioul.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Labourer-douar evel ma zud. A-wechoù e soñjan petra ‘m ‘ije graet ma vijen chomet da labourat douar war atant ma zud. Daoust hag-eñ ‘mije graet evel lod vras anezho : diskarañ ar c’hleuzioù, prenañ traktorioù brasoc’h-brasañ prenet war gred, skuilhañ louzoù war an trevajoù, saotrañ an dour… Pe ‘vijen chomet tost da zoareoù-ober va zud, bouetañ al loened gant peuriñ, foenn, betarabez… ha chom hep skuilhañ louzoù kimiek. N’ouzon ket. Direspont on.

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak an natur disaotr, dirak meurded ar gwez, dirak ar c’hoajoù gouez. Plijout ra din mont da bourmen war ar maez, er c’hoadeier en ur hedañ ur wazh-dour, war bord ar mor.

Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?

Marteze bezañ ampart da c’hoari gant un benveg seniñ. Siwazh on teuk.

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Ur sac’h-skol e lêr. Pa ‘z on aet d’ar skolaj goude va santifikat, ‘oan oadet a 14 vloaz hag on aet diouztu er pempvet klas. Ganin n’em ‘oa, a-dreuz skoaz, nemet ur tamm sac’h-skol e lien. Ar re all a oa ur sac’h-skol lêr gante. Ha me, mezhek, n’oulenn ket mont da skol goude. Va mamm ne lavaras netra met d’an Nedeleg goude em eus bet ur sac’h-skol e lêr, ha miret ‘m eus ‘ne’añ.

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Kig ha kroc’hen / vez skrapet gant paotred al lezenn. Gwir eo c’hoazh. Al lezenn zo graet gant ar re binvi’ik, evito da binvidikaat ha da re baour da baouraat.

C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?

D’ar gouarnamant, dezho da zerc’hel d’o c’her. Ne gomzont nemet gevier deomp ha goude int souezhet o welout penaos ne ‘z ae ket an dud da votiñ.

Hag ul lizher gourc’hemennoù ?

Da veur a hini, d’ar re dianav a stourm hep ober trouz evit klask gwellaat ar vuhez hep saotrañ hor boull-douar.

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Ma zud, kazi sur. Labourat start o deus graet e-pad o buhez. Ha kaer dezho kaout un tamm aez e fin o buhez int chomet dic’hloar. Ha n’o deus komzet nemet brezhoneg d’o bugale hag evit se e trugarekaan ‘ne’ bremañ.

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Gant ar re a gomz kalz ha ne reont netra.

Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?

Ar skritur, evit treuzkas soñjoù, mennozhioù hag all d’an diskennidi. Met, war ar memes tro, zo bet kollet meur a dra a vije kaset dre gomz. An dud n’empennont ket ken ur bern traoù evel gwechall peogwir e kavont ‘ne’ war baper pe en o smartphone.

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Ha dont a rafes ganin en ostaleri da evañ ur bannac’h ha da gomz brezhoneg ?


Un atersadenn embannet en niverenn 902, d’an 23 a viz Gwengolo 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez