Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Metan : Bec’h d’an atant

Muioc’h-mui a vetanizerioù a zo e Breizh. 186 a zo e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz. Treuzfurmet e vez gante an danvez organek e gaz, hag evit-se emaint e-kreiz strategiezh c’hall war kreskiñ ar produiñ energiezh padus. Pezh ‘zo, gwallzarvoudoù a c’hoarvez alies, ar pezh a ziskouez ez eus riskloù evit an endro gant an deknologiezh-se. Ha ne vez ket goaret pep tra da geñver an dalc’hoù yec’hedel. Met harpet e vez ar metanaat gant an tiez-bank hag ar gouarnamant, ha setu da labourerien-douar ‘zo da sevel metanizerioù… En desped da reolennoù ’zo. Mont e-bioù d’al lezenn n’eo ket diaes dre ma zo un diouer braz a gontroloù. Met ur riskl ‘zo gant al labourerien-douar da vout gwasket gant embregerezhioù braz an energiezh, ‘zo ul lobby kreñvoc’h eget hini an agro-boued.

>> Un enklask gant Splann (savet gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos) da lenn : https://splann.org/br/enklask-metanaat-breizh/

Da lenn

Da lenn ivez