Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Nac’het eo rod-avel Eusa gant al lez-varn

Anv a oa da sevel ur rod-avel war Enez-Eusa. Savet e oa bet klemm gant ar gevredigezh Vent de Bout’. Gounezet he deus dirak al lez-varn.

Tour-tan ar Stif. © Guy Bernard


Anat eo evit he dilennidi e rank Eusa treiñ ouzh an energiezh nevezadus evit bastañ d’hec’h ezhommoù. Betek-henn e vez produet tredan gant ur greizenn hag a ya en-dro gant fioul, en ur implijout 1600 tonenn bep bloaz. Ne c’hell ket padout e-giz-se avat ha setu perak e oa bet soñjet e doareoù all da broduiñ energiezh. Ur raktres a oa bet lakaet war ar stern gant an ti-kêr e 2016, gant meur a feson-ober. Implijet e vefe ur meskaj etre nerzh an avel, hini ar mor ha tommder an heol. O kemer perzh er raktres emañ an embregerezh Akuo Energy, ur produer gall energiezhoù nevezadus, asambles gant Sabella, ar saver morluzelloù hag a ra gant froud ar mor. O soñj e oa staliañ div vorluzell 500 kw pep hini er mor, sevel ur greizenn fotovoltaek 500 kw, hag ur rod-avel 900 kw. E-giz-se e vefe bastet da 65 % eus ezhommoù an enezenn. A-enep ar raktres edo ar strollad Vent de Bout’. Arkitektour Savadurioù Frañs en deus roet un ali enep ivez.

Diviz enep lez-varn Naoned
An arguzennoù roet gant ar varnerien a denn da gaerder al lec’h. Aodoù roc’helek zo eno, ha tornaodoù o valirañ 60 metr a-us an dour e lec’hioù zo. Traezhennoù bili zo ivez hag enezennouigoù. Noazh eo an enezenn a-hend-all, warni daou dour-tan hag ur radar avat. Eus he zu e tizhfe ar rod-avel 67 metr. An eil savadur uhelañ e vefe, goude ar radar gant e 72 metr. Tour-tan ar Stif zo 3 metr uheloc’h, met peogwir emañ war un duchenn. Mont a ra pelloc’h ar varnerien oc’h arguziñ e vefe ar rod-avel en ul lec’h hep ti na netra all, a-us an tornaod, ha gwelet e vefe gant treizhidi ar vag a ra ar monedone etre Eusa hag an douar bras. Klasket he doa an embregerezh Akuo Energy displegañ e vefe al lec’h gwellañ evit ma ne vefe ket direnket an annezidi. Soñjet o devoa ivez he renerien goleiñ gant koadaj al lochenn e-harz ar rod-avel, evit doujañ gwelloc’h an natur. Ma oa laouen tud zo gant diviz al lez-varn ne oa ket ali an holl. “Ret eo mont war-zu an doare-se da broduiñ tredan en amzerda- zont” emezo.
Denez Palluel, maer Enez-Eusa, a oa dipitet. “Ne gomprenan ket ar Stad” emezañ. “Eus un tu e lavarer e ranker produiñ energiezh en un doare disaotr hag eus an tu all e vouezhier lezennoù hag a ro digarez da dud zo da vont a-enep.” Kentoc’h eget sevel ur rod-avel, mouezh aotreet Vent de Bout’ war an enezenn a ginnige klask espern ha, dreist-holl, staliañ ur fun evit degas tredan eus an douar bras.


Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 925, d’an 28 viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez