Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Nolwenn Bernard

Telennerez a-vicher eo Nolwenn Bernard. © Rolland Maury

Nolwenn, abaoe pell oc’h telennerez ?

Kroget on da 6 vloaz… un nebeud bloavezhioù a zo bremañ !

Goude bezañ desket e roit kentelioù ivez bremañ. Pouezus eo deoc’h treuzkas ?

Ya, pouezus eo din. Kavout a ran plijus reiñ kentelioù. Treuzkas hor sevenadur hengounel, dre ar sonerezh, a zo pouezus din, ya. Gwelet muioc’h-muiañ a dud o seniñ an delenn a zo dreist.

Gant petra e vezit awenet evit krouiñ, evit seniñ ?

Me zo plac’h an tonioù da zañsal kentoc’h. Neuze e klaskan dansoù a blij din ha, goude, un ton hag un heson. An arzourien pe strolladoù a selaouan ar muiañ zo Skeduz, Hamon Martin Quintet, Soïg Siberil, Descofar, Lùnasa, Skolvan, Emsaverien, Fleuves, Pevar Den, da skouer, hag ur bern bagadoù ivez… Ha kement zo c’hoazh ! Klask a ran meskañ kenedoù all gant an hini hengounel : dav eo d’ar sonerezh bevañ pell.

Seniñ a rit hoc’h-unan pe gant sonerezed ha sonerien all ?

Kroget on va-unan war al leurenn met seniñ a ran ivez e-barzh un daouad anvet Bernard-Gentil hag e-pad abadennoù mod Iwerzhon en tavarnioù ivez. A-hend- all e lakaan un notenn pe ziv war raktres mignoned din a-wezhoù. Seniñ a ran ivez piano ha gitar ha kanañ a ran un tamm en ur stil disheñvel ivez, ouzhpenn seniñ gant an delenn.

Labourat a rit ivez (enklaskoù, ur memor) diwar-benn ar seksim ha plas ar maouezed e bed ar sonerezh hengounel e Breizh. Petra ho peus diskoachet ?

Da gentañ tout e oa ar memor-se ul labour evit ma diplom er skol sonerezh ha klasket em eus ober ur rentañ-kont : penaos e oa ar jeu a-raok ha penaos eo hemañ bremañ, en ur enklask e-barzh dielloù-bloaz muzisianezed ha muzisianed al lec’hienn Tamm Kreiz. Diwar-se em eus renablet piv a son c’hoazh hiziv ha gant peseurt statud (a-vicher pe gant un doare amatour). Spoiler : kavet em eus n’ez eus ket bet kalz a cheñchamantoù en 30 vloaz diwezhañ, daoust ma vez lavaret, skrivet, komzet hag embannet n’ez eus ket maouezed a-walc’h er strolladoù, er bagadoù, e bed teknikoù ar sonerezh. Ar bed-mañ zo serret warnañ un tamm.

Traoù a-enep mont-en-dro ar sistem zo bet graet koulskoude : da skouer, ur bagad hep paotred e 1955 (Bagad Nominoë eus Bro Redon), ur strollad fest-noz krouet evit ar festival Yaouank (Tan de’i, e 2012) e-touesk meur a hini evit lakaat ar pouez war an diouer a sonerezed.

Diwar-benn ar seksism eo simpl ar jeu : melezourañ a reomp ar gevredigezh neuze ez eus ar memes sistem (patriarkalezh) e bed ar sonerezh hengounel, gant ar memes kudennoù. Ebarzhet eo bet an emzalc’hioù seksist, da lavaret eo, ma ne welomp ket anezho e-barzh hor buhez n’omp ket gouest da welet ar re-se e-barzh bedoù all.

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Glaz eo an hini a gavan ar bravañ peogwir eo liv ar mor ha neptu eo.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Da va soñj eo va beaj ba’ inizi Sikilia ha Sardigna : bamet on bet gant ar maezioù.

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Selaou a ran ur bern kanaouennoù ! Kanañ a ran va gwellañ war ar bloavezhioù 80, al lodenn renket “kanaouennoù Gall” (Jean-Jacques Goldman, Lara Fabian, Francis Cabrel…).

Lakaat a ran metal/hardcore pa vlenian, plijout a ra din selaou rap ivez (dreist-holl e brezhoneg !) sonerezh klasel… Plac’h a vil goust on !

Peseurt bro ho pije c’hoant gweladenniñ ?

Plijout a rafe din mont da welet inizi er bed, met va meiz ekologel a reizh ac’hanon (ha va doug-moneiz ivez).

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Un den hag a liamm e gomzoù gant e oberennoù. Erru on skuizh gant ar re hag a gaoz evit netra.

Mod all netra souezhus : an onestiz, bezañ farsus, pas bezañ ur paotr (evit ar farsadenn gwazkasoniek). N’eo ket Tinder dre-amañ memestra ??

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Pa vez leun-chouk ma fenn ez an d’ar mor evit kouronkañ pe seurfiñ. A-wezhoù n’ez an nemet evit debriñ e-tal ar mor.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

An hini kentañ a soñjan ennañ a zo “Les parfums d’une vie” met marteze e vefe gwelloc’h kas ganin ar re skrivet gant Amal Tahir, Juliet Drouar, Alissa Wenz evit deskiñ diwar ma fenn ha disevel traoù tro-dro din (speredek eo met pas re, skañv eo hag e cheñcho ho puhez !).

Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?

Ne gavan ket plijus kement-se pa vez tud tro-dro din neuze lavarout a rafen ma “bff”, un dalvoudegezh sur eo. Nemet ha konsideret e vefe va c’hazh evel un den ?

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Oh beñ ar peoc’h en hollved ?

Marteze e vefe naetaet penn da benn ar meurvorioù, ne vefe ket fall evit kregiñ gant ul lec’h bennak.

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?

Opala, un toull-trap eo ! Ur vaouez on, n’ez eus kantved ebet hag a zo plijus-tre evidon… Marteze ur mekanik evit mont pelloc’h en amzer a vefe gwelloc’h ?

Petra eo ho “plijadur” pemdeziek ?

Ober moumoun gant va c’hazh, ober kouskadennig, bezañ dindan an heol (mat eo evit hemañ n’eo ket bemdez e Brest…).

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Pa oan skoliadez em boa c’hoant da vezañ dorloourez-leuñvourez, ha da c’houde ez eus bet kentelioù fizik- kimiezh er skolaj…

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak kuzh-heolioù e vezan bamet a-wezhoù. Gallout a ran chom betek an noz.

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Choazet em eus ha tri a zo : “mont da glask warc’hoazh” mintin (evit mont da gousket), “hadañ karotez” (sukriñ ar sivi) ha dreist-holl : “evel un ibil e revr ar vigoudenn” (evel ul lizher er voest-lizhiri) !

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Michel Sardou. (N’eo ket gwir, heñ)

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Evidon-me eo kentelioù diwar-benn ar c’henasantiñ peogwir eo sañset bezañ implijet e pep lec’h met abalamour d’an deskadurezh sokial e vez disoñjet. Ha kregiñ a ra gant nompas debriñ bara chokolad e vignon·ez er skol…

Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?

Perak e c’hall Spagn kaletaat lezennoù war ar gwall ha perak ez eus ministred ha kannaded tamallet gant tagadennoù revel / gwall o labourat e gouarnamant Frañs ?

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Tapout un doenn evidon hag evit ma c’herent (“lakaat ar vammig pell diouzh an dañjer” m’ho peus c’hoant), ha sevel savadur ma raktres evit labourat hag implijout tud all. Peotramant rannañ etre kevredigezhioù engouestlet (diwar-benn al loened, an ekologiezh, a-enep feulster graet d’ar minorelezhioù…)

M’ho pefe da venegiñ ur ger, pehini ‘vefe ?

Plijout a ra din lavarout “buoc’h luch” e pep lec’h ha bepred. Son ar ger a zo plijus d’am skouarn.

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Daoust hag-eñ e fiñvo an traoù evit ar maouezed ?


Un atersadenn embannet en niverenn 893, d’an 22 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez