Tri goulenn d’ar sevenourez Soazig Daniellou.
Soazig, kinniget ho peus ho film NOZ e sinemaoù e Breizh a-raok ar skignadenn war France 3 ha bremañ war ar chadennoù lec’hel, penaos eo bet degemeret gant an dud ?
Paket eo bet an holl gant an istor war a seblant hag ur blijadur e oa santout e krede ar sellerien en tudennoù hag en degouezhoù am boa ijinet. D’am soñj e oa laouen an dud o sellet ouzh ur film troet e Brest hiziv an deiz hag o taolenniñ buhez ur familh brezhonegerien a-vremañ gant kudennoù a-vremañ. Fentus eo gwelet penaos e sell pep hini ouzh ar film gant savboent hini pe hini eus an tudennoù hervez e oad pe e gizidigezh. Un degemer mat-kenañ a zo bet graet d’ar film gant skolajidi ha liseidi en abadennoù a oa aozet evito. Aes e oa dezho bezañ tost eus Mael, ar c’hrennard a zo e-kreiz an istor ha souezhet int bet o welet gwir aktourien o vrezhonegañ p’int kentoc’h kustum da sellet ouzh filmoù eilmouezhiet e brezhoneg.
Berr-ha-berr petra eo an istor ?
Istor Mael, ur paotr pemzek vloaz a zo bet kuzhet dezhañ gant e vamm, Liza, ul lodenn eus istor e familh. Tamm-ha-tamm eo rediet Liza da dalañ ouzh un amzer dremenet he deus-hi klasket diverkañ eus he memor. Heuliañ a ra neuze ar film daou enklask : hini ar mab hag hini ar vamm ha tamm-ha-tamm e komprener petra zo c’hoarvezet hag abalamour da betra ne gomzer ket er familh eus marv kriz breur Liza da vare lanv du an Erika er bloavezh 2000.
Ur film a gomz eus istor Breizh er bloavezhioù diwezhañ eo neuze ?
Ya, ur film sokial eo en un doare. Ar familh a reomp anaoudegezh ganti ne vev ket kloz warni hec’h-unan. Ur familh stourmerien a zo anezhi evit an endro hag evit gwirioù mab-den. Sikour a reont divroidi eus Bro-C’hinea nevez degouezhet e Brest da skouer. Mael ar mab n’en deus ket poan o vont e darempred gant tud yaouank eus karter Kerango e Brest a orin eus Bro-Aljeria pe eus Bro-Senegal. En e aez emañ ganto. Moarvat e felle din diskouez eo deuet ar bed da vezañ bihanoc’h-bihanañ hag eo ret d’ar vrezhonegerien ober gant ar bed-se ivez ma fell dezho derc’hel bev o yezh hag o sevenadur.
- War Tébéo, TébéSud ha TVR d’ar gwener 17 a viz Kerzu da 9e noz.
- Ur pennad embannet en niverenn 862 – d’ar 17 a viz Kerzu 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ