Nozvezh ar chaseour

Kresket bravik e oa Job ha deuet da vezañ ur paotrig a-feson bremañ. Goude ar skol, e skoazelle ingal e dud hag a oa merourien e Poull Drein, parrez Lokireg. Mare gouel Mikael a oa o tostaat. Ar paotr Job a ‘z afe dre an hentoù da werzhañ kenderc’h an atant : vioù nevez-dozvet, laezh-ribod, amann sall eus ar c’hentañ klas ha fourmaj fresk. Hep ankounac’haat frouezh saourus ar werje. Renket e veze gantañ pep tra e-barzh ur c’harr bihan stlejet pe bountet gantañ dre nerzh e zivrec’h. Startijenn a oa ken-ha-ken gant ar paotrig solut ha disoursi o pourmen evel-se.

Ur c’had a lammas a-greiz-holl dirazañ. Gwir eo gant trouz ar rodoù-houarn war an hent meinek e oa gouest da spontañ un aneval gouez. Aet e oa houmañ diwar-wel a-dreuz ar park bihan betek ar c’hoad ken buan ha ma oa bet gwelet.

A ! A !, a lavaras Job outañ e-unan. Ma vefe bet ganen va c’hordenn plezhennet, e vefe bet graet da stal dit-te, va mignonez.

Pebezh pezhiad gad e oa, pevar lur bouez sur a-walc’h. Pebezh friko ragoud a vefe bet graet ganti ! Un teuzar, ul lip-e-bav deus ar c’hentañ klas !

Va zad a vefe bet fier ac’hanon m’am befe degaset da groc’hen du-mañ !

Met ar c’had a oa erruet pell-pell dija. Ha poent e oa mont en-dro d’ar gêr. Prometet en doa d’e dud bezañ distro a-raok an noz.

En devezh war-lerc’h, diouzh an noz, e oa tremenet Job dre ar memes hent. Aze e oa bouloù bihan ront rous-du o tivogediñ. Da lavaret eo, kagal gad fresk…

A ! setu !… Te a zo o chom dre amañ, douetus !, a soñjas Job en ur vont lirzhin gant e hent. Eüruzamant em eus degaset ur gordenn ganen. Paket e vi gant al las ha ragoud gad zo da gaout !

Kerkent hag ar ger e oa graet ! Ha, dao, Job da lezel e garrig war bord an hent, karrad hag all tout. Treuziñ a reas ar park bihan, lammat a reas dreist ar foz, puchañ a reas en ur glask roudoù ar c’had lijer bet gwelet gantañ en derc’hent. Mont a reas pelloc’h dre ar c’hoad bihan, c’hwezh-vat an delioù kozh hag an togoù-touseg nevez o hilligañ e fronelloù. Ne ’z eus ket da dortal : ar geot pleget amañ, un tamm koad krignet pelloc’h, amañ emañ ched ar c’had, hep mar na marteze !

Lakaat a rin ul las war da hent, e-kichen ar bod spern amañ ha gwelet ’ vo ha ken lijer e vi atav warc’hoazh, gadig rous !

Job a oa paotr fin ha chaseour ampart daoust d’e oad. Kuzhet en doa an trap gant delioù ha lakaet ur garotezenn e-kreiz ar c’helc’h. Atav e veze ur garotezenn en e godell pa ‘z afe da chaseal. Sot eo ar gedon hag al lapined gant ar c’harotez. Setu, houmañ, ar goantenn vrun-mañ gant treid ha skouarnioù hir, a vo paket fall pa glasko lonkañ ar garotezenn. Mouget e vo ken aes ha tra gant al las ha n’eo ket gant he legumaj muiañ-karet eo.

Ur wech distroet war bord an hent e tap Job krog en-dro en e garr bihan ha kemer penn an hent en ur c’hwitellat ton ur gavotenn ar menez, treid skañv dezhañ. Antronoz e oa aet gant ar memes hent en ur gerzhout war api evel ul louarn kozh. Met glav puilh oa bet e-pad an noz. Distrempet an douar ha leun a vouilhenn ha poulloù war an hent. Risklus e oa evit botoù-koad lijer ha dihabask. Hag aet ar paotr da bladañ war e fri en ur dreuziñ ar foz, evel-just ! Met ne oa ket digalonekaet evit se ! Kendalc’het en doa, memestra, gleb-dour-teil ha fank a bep seurt o tiverañ eus e zilhad. Kerzhout a reas a bazoù kazh. Sioul-didrouz evel ul logodenn er bleud. Souezhet-marv e oa bet ar paotrig p’en em gavas dirak ar stign. Ne oa netra, netra ebet ken. Blev !

A-istribilh e oa al las, mezhus-divalav, gant ur skourr marv o vrañsellat gantañ. Seblantout a rae ober goap eus ar chaseour meur. Hag ar garotezenn ? Debret, lonket kentoc’h, plusk hag all, tout. Ne chome ket un disterañ bruzun anezhi ! Peadra da feukiñ ruz ur chaseour ken ampart ha Job. Petra a zo c’hoarvezet amañ ‘ta ? Meur a roud treid gad a oa treset war al lec’h kouskoulde. Ya, tec’het he doa ar c’had daonet kuit gant he zeñzor.

Job a gemeras amzer neuze da staliañ an trap en-dro gant mil aked. Goude bezañ goloet anezhañ gant delioù marv ha graet e seizh gwellañ warn-ugent evit kuzhat roudoù e votoù war an douar e soñjas : ma lakfen ouzhpenn an aval ruz ha darev-mat a zo em godell e-kreiz ar stign, penaos e c’hello tremen ar c’had e-biou ? Sot eo-hi ivez gant an avaloù ruz ha saourus. Pebezh trap a-feson ! Biskoazh n’eus ket bet gwelet dre ar vro unan aozet kerkoulz. Mont a ra Job betek touiñ, asur an tamm anezhañ hag estlamm ennañ dirak e bennoberenn.

Ma ne vez ket paket ar c’had-milliget-se ganin e tebrin va soubenn warc’hoazh hep soubañ bara e-barzh.

Nag a foug ennañ. Kontant e oa da vezañ chomet dilavar-mut betek-henn war e raktres dirak e dad. Hemañ en defe c’hoarzhet ‘leizh e c’henoù o welet e vab oc’h ober tro-wenn hag o tont lostek d’ar gêr, livet a bri ouzhpenn-se. Ne oa ket skol en devezh war-lerc’h. Ar Yaou edo. Job a anaveze mat ar c’hrennlavar desket gant e dad :

Evit pakañ louarn pe gad

Eo ret sevel mintin mat.

Setu ar pezh a reas evit gwelet gant e zaoulagad dezhañ e-unan ar c’had krouget gant al las. Tennet en doa e votoù-koad a-raok lammat dreist ar foz en taol-mañ evit tostaat didrouz ouzh e dachenn chase. Aze en deus bet tro da welet ar c’haerañ skeudenn a oa bet gwelet biskoazh c’hoazh gant ur chaseour : ur ribitailh gedon bihan, brun-teñval, azezet war o fenn-a-dreñv o sellet ouzh an trap disoursi-kaer. Ar vamm gedon o tiskouez dezho penaos c’hoari gantañ ha pakañ un aval ruz ken aes ha tra. Gant ampartiz, ar vamm c’had a astenne he gouzoug ha gant he skouarnioù pleget war-zu an traoñ, he fri savet en nec’h, he mourroù stag ouzh he divjod hag he dent war a-raok. Dousik, dousik e tape ar vamm c’had krog en aval hep stekiñ ouzh al las. Ken dousik all e teue war-gil, kammed-ha-kammed, an aval ruz-darev atav en he genoù. Goude bezañ santet e oa distrobet eus al las e ra un hanter-dro dirak he familh a-raok lezel ar frouezhenn da gouezhañ war an douar.

Met ne oa ket echu an abadenn !

Ur c’had all, brasoc’h, finoc’h, an tad gad douetus, a bakas etre he dent ur skourr diwar ur wezenn varv evit poziñ anezhañ war an trap. Ha setu al las oc’h ober e labour en taol-mañ : stardet gantañ ar skourr ha lakaet anezhi da vrañskellat dirak ar familh gad dirollet-naet da c’hoarzhin.

Chomet e oa genoù Job digor war nav eur hanter, ken sebezet e oa bet gant an arvest-se. Hag a-raok m’en defe adkavet ar paotrig e skiant-vat, e oa tec’het kuit an holl c’hedon, o lostoù louet sonn-pik en nec’h. Treid, aval, blev, marblev, mourroù hag all, steuziet ken buan hag un tasmant diskoachet en ur c’hastell kozh.

Chomet e oa Job ur prantad mat a amzer o klask kompren petra an diaoul a oa c’hoarvezet gantañ.

Troet on da sot, pe betra ?

P’oa divogedet e spered en doa komprenet e oa echu an abadenn. Ha n’en doa ket paket e zijuni evit poent. Savet naon-du dezhañ a-greiz-holl. Mont a reas war-zu ar gêr. Met a-hed an hent edo o klask penaos e tisplegfe d’e dud an darvoud dreistordinal-se. Ne vint ket evit krediñ, hep mar na marteze. Ha penaos e c’hello lakaat anezho da gompren perak e rankfe debriñ e soubenn hep soubañ bara e-barzh er mintinvezh-se.

Herve Losseg


Un danevell embannet en niverenn 414, d’ar 17 a viz Mae 2013.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez