Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Nozvezh ar sorcières

Ur festival aozet e anv difennerezh gwirioù ar merc’hed ! Gouzout a rit dija, pe ne ouezit ket c’hoazh, met trouz a vo e Speied d’ar sadorn 24 a viz Gwengolo ! Kement-mañ peogwir e vo aozet du-se, evit an eil gwech, he festival “Nozvezh ar Sorcières” gant Amnesty Etrebroadel Breizh. Lakaat splann war wel difennerezh gwirioù ar merc’hed er bed eo pal kentañ ar festival-se.

Ar ganerez Louisadonna a sono a-raok ar fest-noz © DR

Abaoe mizioù emañ izili ar gevredigezh o labourat da heul Gaël Le Bras, pennaozer ar gouel, da ginnig un devezh a-feson, liv ar vro warnañ mar-plij ! Ur raktres bet degemeret mat-kenañ gant kuzul ti-kêr Speied adalek ar penn kentañ, c’hoant gantañ d’ober eus an darvoud-se un gouel bloaziek er gumun.

Ar bloaz-mañ neuze, evit griwziennañ gwelloc’h c’hoazh an abadenn er vro, ez eo bet kinniget lakaat kevredigezhioù ar gumun e-barzh an taol, setu ma c’hello kregiñ kerkent ha 2 eur abardaez betek 2 eur noz !

Meur a gevredigezh a gemero perzh eta ha ganto e krogo ar gouel. Loc’het e vo gant dibunadeg ar bagad Osismi Speied, Kelc’h Keltiek Brug Ar Menez Speied ha skol sonerezh Korn Boud d’e heul. Dansoù ha sonerezh a vo eta !

Yoga Speied ha Klub VVT Speied a ginnigo meur a brantad dizoleiñ goude-se. C’hoarioù Breizh a vo ivez ha marteze ur c’hrogad mell-droad gant melldroaderezed Speied ! Kement-mañ tout etre 2 eur ha 7eur abardaez.

Peadra da voueta koko vo ivez, evel-just : ostaleri, stalioùigoù krampouezh, kafe/kouignoù hag ur food-truck a vo staliet er-maez.

Da heul e vo roet plas d’ar sonadegoù kinniget gant maouezed nemetken :

O tont eus Saint Maur des Fossés (94) emañ Veilleuse, ur ganerez a-feson, barrek da c’hoari meur a venveg sonerezh : gitar met ivez fleüt ha klavier. Kananouennoù savet ganti hec’h-unan, levezonet gant buhez he zud tost a ginnigo-hi evit kregiñ.

War he lerc’h e vo degemeret Arbas, ur plac’h leun a nerzh en he c’han hag en he sonerezh. Testennoù, barzhoniezh e-leizh enno, awenet gant ar gwez, an douar, ar morioù divent, ar maouezed hag ar garantez a vo kinniget ganti.

Echuet e vo gant Louisadonna, psikologourez, kanerez pop ha stourmerez war un dro. Un arzourez awenet gant ar revelouriezh, ar venelouriezh eo-hi ivez, barrek da grouiñ prim testennoù flemmus pe vousgoapaus. Ar pezh ne vir ket outi da ginnig anezho war un ton skañv, farser ha goapaer tro-ha-tro.

Fest-noz ‘vo goude etre 11eur ha 2eur noz ; kaset en-dro gant daou strollad anavezet mat : Stervinou/Broustal ha Barba Loutig.

Nerzh ha startijenn kan-ha-diskan Anjela Broustal ha Gwenan Stervinou a roio lusk ha lañs d’an dañsoù, anat deoc’h ! A bep eil e vint gwelet war al leurenn gant Barba Loutig. Kanaouennoù hengounel, kempennet ganto, setu ar pezh a ginnigo an arzourezed-mañ, barrek ma vezont da reiñ ur blaz nevez d’o c’han diwar o levezonoù sonerezhel liesseurt.

Ouzhpenn se e vo kavet war dachenn “Nozvezh ar Sorcières” un toullad strolladoù o terc’hel standoù :

War hini Amnesty Breizh e vo kavet kazetennoù ha dafar a bep seurt, peadra da c’houzout petra eo labour ar gevredigezh war dachenn difennerezh Gwirioù Mab-den. Skridoù-goulenn da sinañ a vo kavet ivez, evel-just, evit sikour den-mañ-den, bac’het e gaou en un tu bennak er bed. 

Hag o tont eus pep korn ar vro e vo kavet strolladoù all : Nous Toutes (Kemper), al levraoueg La Ferme Intention (Speied), ar strollad CTEFS (Kemper), ar strollad LGBTIQ+ (Montroulez), ar gevredigezh La Lanterne (Montroulez), ar strollad Musicienne and Co (Pariz), ar gevredigezh Queer Asso (An Oriant), engouestlet holl e difennerezh gwirioù pep hini hag an holl !

Joëlle Perrot


Ur pennad embannet en niverenn 902, d’an 23 a viz Gwengolo 2022.

Da lenn

Da lenn ivez