Pedadenn da skrivañ

Aozet eo ar bedervet kenstrivadeg skrivañ gant Telenn e 2022. Bep bloaz e vez an darvoud-se un digarez da vroudañ ha da grouiñ evit ar re a blij dezho skrivañ. « Pourmenadenn ur B.Vreizhad·ez en e·he unan » eo danvez ar genstrivadeg ar bloaz-mañ. Peadra da zuañ paper gant soñjoù kaer, fentus, ijinus… en unan eus yezhoù bro Sant-Brieg : galleg, brezhoneg pe gallaoueg.

E 2019 e oa bet kinniget ar genstrivadeg gentañ da geñver Gouel Breizh gant an tem « Kontañ Breizh, kontañ e·he V·Breizh ». Un doare all da luskañ sevenadur Breizh evit tud burev kevredad Telenn o doa lañset an intrudu. Bertrand Jouannet, prezidant Telenn a zispleg : « Lakaat an dud da ezteurel dre skrid o soñjoù e-keñver Breizh ha kontañ o liamm gant o bro e oa ar pal. Choazet hor boa ober ul liamm gant Breizh betek e reolennoù ar genstrivadeg. Ne c’haller ket bezañ skridoù gant ouzhpenn 4830 sin, evel an 4 830 milion a annezidi a zo e Breizh. »

Kontañ Breizh

E fin miz Du 2021 e oa bet dalc’het lid disoc’hoù ar genstrivadeg 2021 e Ti Ar Vro Sant Brieg. Un tregont den bennak a oa bet plijet o selaou an testennoù lennet gant al loreidi e galleg, gallaoueg ha brezhoneg. « Anat e oa da dTelenn pediñ an dud da skrivañ e brezhoneg pe e gallaoueg. Ar c’hevredad a labour evit harpañ an 2 yezh rannvroel e bro Sant-Brieg hag a-bouez eo lakaat war wel an teir yezh komzet er vro. » a lavare Bertrand Jouannet. Berzh he doa graet ar genstrivadeg diouzhtu. Bep bloaz e vez degemeret war-dro 30 testenn. Hag eñ da resisaat : « Souezhet a-walc’h e oamp bet gant niver an destennoù hor boa resevet ar wezh kentañ. Perzh a gemer tud er-maez eus bro Sant-Brieg hag er-maez eus Breizh zoken (bro Pariz, Su Bro-C’hall). Kaset e oa bet un destenn vrezhonek gant un den eus Breizh-Veur warlene ». Tud yaouank zo laouen da bleustriñ war o barregezh skrivañ ivez. E 2021 o doa kemeret skolajidi skolaj publik Pêr-Jakez Helias e Merdrigneg perzh evit ar gallaoueg.

Ul labour a-stroll eo aozañ an darvoud. Gant ar gevredigezh CAC Sud 22 (Comité d’Action Culturelle Sud Armor) he doa labouret Telenn e 2019 dre m’he deus skiant-prenet gant ar gallaoueg. Kemer a ra « Les amis de Louis Guilloux » perzh e priziadenn an testennoù gallek ivez. Soutenet eo ekonomiezh ar vro a-drugarez da veur a stal hag embregerezh eus bro Sant Brieg hag a ginnig profoù kaer d’al loreidi : levrioù ha produioù da evañ pe da zebriñ.

Pinvidigezh ar brezhoneg

Ar genstrivadeg a ziskouez mat ez eus tud barrek da skrivañ e brezhoneg. Digor a-walc’h eo an temoù evit ma c’hall pep hini sevel skridoù a-feson ha liesseurt : barzhonegoù, testenioù gwir, istorioù ijinet. E 2021 o doa bet tud ar juri plijadur o lenn « eñvorennoù kentañ eus Breizh » a-berzh 10 den, kontet e brezhoneg. Priz an ijin a oa bet roet da Loeiza An Duigou, ur skrivagnerez yaouank, ken bamet a oa bet ar juri gant he skrid. Ar priz kentañ a oa aet da Vernez Gery, an eil da Vark Kerrain hag an trede da zDaniel Berder.

« Klask a reomp lakaat war wel perzhioù mat an holl skridoù evit kalonekaat an dud da vont larkoc’h war hent ar brezhoneg. Taolet e vez evezh ouzh an ijin evel-just, met ivez ouzh kalite ar yezh a ra ar berzhidi ganti. » eme Herve Gouedard, ezel ar juri. Skrivañ evit bezañ lennet, anat deoc’h ! Benead Al Lann, un ezel all eus ar juri, ha lenner da gentañ, a lavar : « Un doare da vont bravoc’h ha donoc’h gant ar yezh eo splujañ ‘barzh ar mor a deñzorioù bet skrivet ha skrivet c’hoazh hirie an deiz. »

Bertrand Jouannet a ro e soñj diwar-benn dazont ar genstrivadeg. « Sur e vo aozet er bloavezhioù a zeu. Raktresoù nevez zo evel embann testennoù al loreidi ha marteze krouiñ ur rummad evit an dud yaouank hag unan evit an dud gour a vez desket ar yezh ganto. Un doare da lakaat e pleustr o c’hoant sevel testennoù. »

« Pourmenadenn ur B.Vreizhad·ez en e·he unan » eo danvez ar genstrivadeg 2022. Digor eo d’an holl dud o deus traoù da ezteurel. Ma ‘z oc’h awenet, kit da foetañ hentoù, gwir pe hunvreet, ha kontit ho peaj dre un danevell, ur varzhoneg, un istor skiant-faltazi… Kasit ho testenn a-raok an 3 a viz Ebrel !

Izabel Clearc’h

Ur pennad embannet en niverenn 875, d’an 18 a viz Meurzh 2022.

_________

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez