Ha klevet eo bet ganeoc’h ar frazennig-se, a ziwar an 8 a viz Meurzh : “Ah oui le 8 mars c’est la journée de la femme” ? Meur a dreuzkomprenn a zo enni siwazh. An 8 a viz Meurzh n’eo na devez “ar plac’h” (en unander) nag ul lid, pell alese. An Devezh Etrevroadel evit Gwirioù ar Merc’hed eo.
“Devezh laouen deoc’h merc’hed” a oa bet lavaret deomp ur wech gant ur c’helenner evit kregiñ ur gentel, mousc’hoarzhus holl. Ur vignonez din a oa bet profet ur rozenn dezhi er stal butun zoken, gant ar memes emzalc’h. Ha c’hoarvezout a rafe kement-se evit ar 1añ a viz Mae, Devezh etrevroadel al labourerien? Hag hetiñ un devezh mat a rafec’h d’ho mignoned ha mignonezed a labour? Evel ma ‘z eo ar 1añ a viz Mae un devezh stourm evit gwirioù al labourerien hag al labourerezEd (a vez lakaet a gostez deus ar bed se alies en emskiant hollek), eo an 8 a viz Meurzh un devezh stourm evit gwirioù ar merc’hed.
Devezh ar merc’hed eo, ha ket hini ar plac’h. Reduiñ ar merc’hed d’un identelezh boutin, naturel, a zo souten, en un doare essentialiste, e vefemp savet holl war ar memes patrom er memes uzin, hag e vefe dres ar memes koñditionoù buhez ganeomp holl. Met lies ha disheñvel eo ar merc’hed. Pep hini ac’hanomp a zo hiniennoù dibar, gant buhezioù, livioù ha korfoù disheñvel krenn – ar pezh a oa bet lakaet war-raok gant luskad ar Black Feminism.
Istor
Gant ar strollad sokialour stadunanat eo e voe aozet an National Woman’s Day kentañ, e 1909. Ha diwar kinnig Clara Zetkin ha Alexandra Kollontai, sokialourezed milvrudet d’ar mare se, e voe krouet “Devezh etrevoadel ar merc’hed” da vare kendalc’h an Etrevroadel Sokialour e 1910. Abaoe 1917 e vez dalc’het devezh se d’an 8 viz Meurzh, e koun an devezh ma krogas an dispac’h Rus gant harz-labour micherourezed Sant-Petersbourg, a c’houlenne “bara ha peoc’h” (da vare ar brezel bed kentañ). Goude an eil brezel bed e teuas an devezh-se da vezañ anavezet tamm ha tamm dre ar bed, betek bezañ anavezet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1977.
Ar stourm
Ur stourm etrevroadel eo hini gwirioù ar merc’hed, a venn bezañ kengred gant merc’hed ar bed holl. Rak lies eo ar skoilhoù en hon buhezioù dre ar bed : lazhet a vihanig abalamour d’hon reizh, dimezet dre heg, dougenn dre heg, ha dishiliañ dre guzh (a vez kondaonet d’an toull-bac’h e meur a vro), difennet deomp da vont d’ar skol, muturniezh seksel, feulster machist ha merc’hedlazh (e Frañs e vez lazhet ur plac’h bep 2.7 devezh gant e gompagnun) ha disingalderioù e leizh (ekonomikel, sevenadurel, sokial, a fed yec’hed…). Evit an abegoù mañ e c’halv ar strolladoù feminist da vanifestiñ bep bloaz ha d’ober harz-labour.
Metig Jakez-Vargas
Geriaoueg :
Essentialisme : a vefe e natur an dud. Mont a ra a enep d’ar mennozh ar jener, a ziskouezh e vez maget pep hini ac’hanomp gant ar gevredigezh, evel ma lavare Simone de Beauvoir “ne c’haner ket plac’h, dont a reer d’e vezañ”.
Dougenn dre heg : chom hep dibab, evit ur plac’h, pegoulz e fell dezhi bezañ dougerezh. Kalz krenardezed ha merc’hed dre ar bed a vez dougerezed hep bezañ bet dibabet.
Dishiliañ : avorter
Muturniezh : mutilation
_________
Ur pennad embannet en niverenn 665, d’an 8 a viz Meurzh 2018.